EUN TOULLAD PENNADOU BRIZ PREDEROURIEZ En eur gelaouenn sevenadurel a zo o paouez dond er-męz, ez eus eur pennad o studia "an emsav trabedoniel hag istorel" (sic). Lakom e vefe lennabl da genta. Lakom ive, evid ar poent, e vefe poelleg ha diazezet e-keńver prederouriez. E-keńver istor avad n'eo ket re. Piou a hell rei ar memez ster, pe lakad war ar memez pazenn stourm ar Bonedou Ruz er 17ved kantved, hini ar Chouanted a-eneb an Dispah, hag hini an FLB en eil hanterenn an 20ved kantved ? N'eus ket kalz a istorourien hag a rafe. 'M-eus aon, ez eus bet greet amań eun dibab etre ar re hag a zo sańset da veza bet Bretoned vad, hag ar re n'int ket bet. Daoust hag-eń e vefe c'hoant, eur wech all c'hoaz, da rei deom da gredi ne vije ket bet dleet beza deuz an Dispah ? Meska eun tamm mad a ra ive war dachenn ar brederouiez. Ar prederour (hag e-neus furnez da werza) a hell, sur a-walh. Setu ma komz deom tro-ha-tro deuz Aristotelez, Camus, ar markiz de Sade, Nietzsche, Marx, hag all... Traou dihortoz a ziskoacher bepred dindan bluenn eur prederour (hag e-neus furnez da werza). E-ser burutella tezennou Nietzsche, ha na vefe diforh na dislavar ebed etre an hini zo "spiswelour" hag an hini zo "muntrer", e klask sklęraad e vennoz gand "eur geńveriadenn". Perag ne rafe ket ? Keńveria a ra eta gand "eur brezoneger ampart bennag" hag e-nije "savet eun dezenn m'e-nije diskouezet gant sifrou hag arguzennou poelleg e oa tonket d'ar yez steuzia war-dro ar bloaz 2020". Piou eo, a gav deoh ? Padal, ar "brezoneger ampart"-se, den n'e-noa taolet evez beteg-henn, med e gwirionez ez eus ennań eur "youl don (...) da zismantra e zevenadur". Setu eń - piou e-nije kredet - lakeet e par Nietzsche : ma h eo bet an eil "muntrer" Doue en eur stumm, egile n'hell beza nemed laher ar brezoneg. Gwasoh c'hoaz : "broudet e vefe (e) imbourh gand eur gasoni ouz ar brezoneg, ar Vretoned ha moarvad outań e-unan". Penaoz na n'eo ket marvet c'hoaz eur seurt brezoneger gand ar vez ? Mervel ne hell ket avad, rag ar pez a zo kontet er stumm-ze gand ar prederour (hag e-neus furnez da werza) n'eo, "evel just", nemed "eur faltaziadenn" ! Penaoz kompren evelkent e hell eur seurt "brezoneger ampart" ober gand "sifrou hag arguzennou poelleg", o tiskouez evelse e-neus kaset e studiadenn da benn mad "en eun doare ergorel ha skiantel", ha beza da vad war ar memez tro o "tismantra e zevenadur" ? Setu amań "mennoz" ha barnadenn ar prederour (hag e-neus furnez da werza) : "eur maskl ne vefe ken ergorelez ar sifrou, o talvezoud da guzad ha da zieubi dangorelez an den". Tra ken... An enklasker, an ergorela a gave dezań beza, an dangorela ez eo e gwirionez. Heb gouzoud dezań ! Eüruzamant e-neus disklęriet ar prederour (hag e-neus furnez da werza) ne oa kement-se toud nemed "ur faltaziadenn". Rag o tigemer evel "poelleg" ar sifrou hag an arguzennou a zo bet laket war wel gand ar "brezoneger ampart", e tiskouez ervad ne gav eń e-unan netra da lavared diwar o fenn : dięz eo, zoken evid eur prederour (hag e-neus furnez da werza), mond a-eneb ar pez a zo re anad. Diwar betra avad e hell neuze mond beteg displega n'e-neus "ar brezoneger ampart" nemed "kasoni" ouz e yez, ouz e genvroiz ha ("moarvad" !...) outań e-unan ? En galleg brao e vez greet deuz ze eur "procčs d'intention". Da zibab e-nevez bepred eur prederour (hag e-neus furnez da werza) etre kant ha mil skwer. Ma 'n-eus hemań dibabet kentoh hini "ar brezoneger ampart", dięz kredi n'eo ket evid noazoud ouz unan bennag. N'emaer ket pell ken deuz gwall vruda. En tu-hont da ze 'ranker mond, avad. Rag ma laoskom a-gostez e brederiadenn diwar-benn Doue hag an dizoue-adegez (ra liammo pe diliammo seurt prederiadennou neb a garo), petra 'dalv ar gentel a ra deom ar prederour (hag a dlefe kaoud furnez da werza) e-keńver on brezoneg ? N'eus nemed daou dra da gompren. Da genta eo ar brezoneg (pe e tlefe beza) eun dra sakr. Piou oar end-eeun hag-eń n'eo ket peurbadel ? Abalamour da ze, n'eo ket eun "danvez" a heller studia ez-ergorel. Neb a gredfe hen ober, n'eo nemed dre "gasoni", ha dre vrasoni marteze a-walh, ha sur eo da veza gwariet kerkent gand e zangorelez. Chomit a-zao, studierien hag enklaskerien, gand ho studiou hag hoh enklaskou diwar-benn ar brezoneg ! Ar brezoneg n'eo ket eun danvez-studi evel eun all, dreist-oll ma 'z eo tost d'ho kalon. An traou sakr, arabad dizakra anezo ! Da eil, ne reer nemed "dismantra" adaleg m'en em laker da studia ha da ęsę kompren. Arabad ken dielfenna na dezranna ! Arabad diskuilla ar wirionez na diskouez an traou evel m'emaint. An neb a ra eo a zo penn-kaoz d'ar bed da vond war an tu gin... Pe d'ar brezoneg da veza er stad m'ema... Allaz, n'eo ket ar wech kenta ma klever ken truezuz all. Gwelloh eo, "moarvad", beza dall ha dianaoudeg ? "N'e-noa ket a esperańs, med ar wirionez a felle dezań". Sed ar pez a skrive Nietzsche en unan euz e oberennou kenta. Ma tinahom klask ar wirionez da genta (ha war dachenn ar brezoneg ha pa vefe), penaoz e tiwano an esperańs ? ARMAND KERAVEL Marvet eo Armand Keravel d'an 2 a viz kerzu 1999 e Carpentras, e ti unan euz e verhed, hag interet eo bet e Kastell-Paol d'ar 4. Oajet e oa a 89 bloaz. Eur pennad en galleg a zo bet skrivet diwar e benn, gand Herri Gourmelen, war niverenn miz genver "Le Peuple Breton", hag unan, berroh, e brezoneg gand Alain Kervern. Ema "Brud Nevez" o paouez embann eun tamm mad deuz he niverenn ziweza ive en e enor. Pennadou a zo bet skrivet gand Andreo Merser, Charlez ar Gall, Herri Gourmelen, Pierre Maille ha Yann-Ber Thomin. Amań da heul e vo kavet an hini a zo bet savet gand F. Broudig. HEB DISKREGI NA DISKREDI N'em-eus ket sońj re vad pegoulz em-eus greet anaoudegez gand Armand Keravel. Kenteliou brezoneg am-oa bet tro da heulia dija en Lanuon, gand an Aotrou Bourdelles, hag a beb seurt deveziou-studi ive. Med d'ar houlz-ze, ne dalveze ket ar poeńchou gonezet a-drugarez d'ar brezoneg evid beza resevet d'ar vachelouriez, tra ken nemed evid kaoud eur meneg... N'em-oa bet meneg ebed, med resevet e oan bet evelkent. Hag e oan eet d'ar skol-veur. Evel eun toullad reou all, e-leh mond da Roazon, e oan deuet da Vrest. Hag er skol-veur, e oan eet - naturellamant - da heulia kenteliou Per Trepos : ne oam ket kalz muioh evid eun hanter-dousenn, a gav din, med amań da nebeuta e talvezje "ar heltieg" din d'eun dra bennag ! Anaoudegez a ris gand Charlez ar Gall, ha dija rei dezań eun taol-sikour sizunieg evid e abadennou-radio. En va jeu en em gavis er JEB, hag a vode da neuze ar studierien hag o-devoa soursi deuz Breiz, deuz ar brezoneg, deuz ekonomiez ha sevenadur ar vro. Sońj mad am-eus avad deuz ar hinnig a reas din Armand Keravel labourad gantań e-pad an hańv, goude ma eil bloavez skol-veur. Eun drugar e oa din : an hańv a-raog am-oa tremenet o tougata boestou-końserv ha bouetaj a beb seurt en eur "centre Leclerc"... Koulz e kaven labourad evid ar brezoneg. D'ar houl-ze, e oa "Emgleo Breiz" - a-drugarez da g/Keravel justamant, ha gand eun toullad mad a dud all - er penn a-raog euz ar stourm evid ar yez - sed ar zańtimant on-oa. Gand "Ar Falz" e oa al lańs evid boda ar gelennerien hag ar skolaerien laďk hag a vounte evid ma raje ar brezoneg e doull er skoliou. Skoliou-meur-hańv a veze aozet gand ar "Bleun-Brug". Nevez savet e oa bet an UDB . Ma zo bet biskoaz unan bennag o tifreta evid ar brezoneg, eo Keravel. Da genta, a-drugarez d'eun den eveltań eo moarvad eo bet "dizuet" tamm ha tamm kaoz ar brezoneg e-touez an dud goude ar brezel. Meur a wech em-eus bet klevet anezań o tisplega pegen dięz e oa bet en em adlakaad da labourad evid ar yez war-lerh ar Liberasion. Deuz tu ar Rezistańs e oa bet eń. Dońjer e-noa eta evid toud ar re hag o-devoa bet e mod pe vod, e-pad ar pevar bloaz brezel, klasket kas ar brezoneg war-raog gand harp an Alamanted. Ar gwasa, evitań, a oa gwelet pegen brudet fall e oa bet deuet divennerien ar yez da veza e-touez an dud - e-touez ar bobl - abalamour d'an dibabou a oa bet greet gand an Emzao etre 1940 ha 1944. Aliez e lavare e oa bet kollet pemp bloaz warn-ugent abalamour da ze . Adhonid tachenn, war diazezou all, sed ar pez a grede A. Keravel a oa da ober. Lakad ar sperejou da jeńch da genta, ha pa weler pegen troet mad e seblant beza ar Vretoned an deiz a hirio gand o yez, e ra, gwir eo, eur sapre cheńchamant e-keńver an amzer ma oant ken dizeblant - hag a-wechou kement a-eneb - eun 40 pe eun 50 vloaz 'zo. Ha neuze lakad ar reolennou hag al lezennou ive da jeńch, evid ma vefe kelennet ar yez er skoliou "evel eo dleet", evid ma vefe klevet er radio hag en tele, evid ma vefe skrivet war ar pannellou... Evid tapoud an eil hag egile deuz an daou bal-ze, n'eo ket chomet Keravel da zelled deuz ar stered. N'ouzon ket penaoz e ree da baka partoud. Ne baoueze ket da skriva lizerou, da delefoni, da gas pennadou d'ar hazetennou, da vond da weled an dud e karg, da huchal war ar gouarnamant, da aoza bodadegou ha manifestadegou memez, da embann leoriou ha kazetennou... Eul labour a basianted ha dre ar munut hag eur stourm dibaouez, evel n'eus ket kalz a dud da helloud ober. Bepred em-eus bet gwelet Keravel o labourad gand diou "gasketenn". O veza sekretour "Ar Falz", e-noa daremprejou mad gand ar hostezennou a-gleiz koulz ha gand ar sindikajou. Rag eun den a-gleiz eo bet a-viskoaz, ha penn-da-benn. Kamarad e oa da d/Tanguy-Prigent, ha pa glaskas diwezatoh tud ar PSU (gand Ar Foll ha reou all) an tu da renevezi ar politik, e kavas eń tro da heulia ar strivou a reent : e 1966, e oa bet goulennet digantań sevel ar raport diwar-benn ar hudennou sevenadurel e Breiz, da geńver an deveziou-studi a oa bet gand sosialisted Vreiz e Sant-Brieg. A-raog se, e oa bet tost, a gav din, deuz ar gomunisted e-pad eur pennad. Labourad e-neus greet gand sosialisted ar PS da nebeuta e-pad eun toullad mad a vloaveziou, beteg dond da veza kuzulier ti-kęr war o listenn e Brest er bloaveziou 80. Med o veza ma oa ive A. Keravel sekretour "Emgleo Breiz", e-noa daremprejou ahendall gand a beb seurt tud all, pe neptu a vijent bet, pe deuz ar hreiz pe zoken a-zehou. Dorn-ha-dorn e laboure gand katoliked ar "Bleun-Brug". Pa oa ar CELIB o stourm evid kaoud eul lezenn-stur evid Breiz, e reas deuz e wella evid ma ne vefe ket lezet kudenn ar brezoneg a-gostez, ha setu dre benaoz e oa oa bet digemeret "Emgleo Breiz" evel komision sevenadurel ar CELIB. Daremprejou stank e-noa c'hoaz gand tud ar hreisteiz ha re an Alzas, e diabarz an MLCR deuz eun tu ha DPLF deuz eun tu all. Muioh evid kaoud daremprejou gand ar broiou keltieg all, e sańte a-walh ne hellje ket ar Vretoned o-unan gonid kalz tra digand "gouarnamant Pariz", ma ne vijent ket a-unan gand divennerien ar yezou all dre Vro-Hall a-bez. Diwar-benn Keravel, sur mad, e heller lavared c'hoaz ne vefe ket bet eet an traou war-raog er memez mod hebtań, eur poent 'zo bet. Renabli kement a zo bet sevenet gantań war dachenn ar yez a vefe dibosubl moarvad. Komz a helljed deuz "Devez ar brezoneg", ha ne oa ket nemetken eun devez evid kestal, med evid bruda ar yez e-touez an dud. Komz a helljed ive deuz lennegez, pa oe lańset "Brud", gand a beb seurt tud evel Mevel, Helias..., ha gantań. Komz a helljed c'hoaz deuz pedagojiez, deuz ar "Pennadou-lenn" a embannas evid ar skolidi, deuz ar gazetenn "Skol Vreiz" - a zavas gand Per Honoré hag a skrivas e-barz eun heuliad a bennadou diwar-benn istor ar yez hag al lennegez. Kaoud a ra din e ranker poueza war tri pe bevar poent ouspenn da nebeuta : - e 1967, ar 150 000 sinatur dastumet gand Emgleo Breiz, evid ma vefe "anavezet gwiriou yez ha sevenadur ar Vretoned". Biskoaz n'eus bet dastumet kemend-all a zinaturiou a-du gand ar brezoneg, ha ze n'eo ket bet nebeud a dra. - e 1969-70, e kemeras eur perz braz e buhez "Galv" a oa bet lakeet war zao war eun dro gand "Ar Falz", ar JEB hag an UDB. An dorn a roas evid skriva "Leor gwenn ha du ar brezoneg". Meeting a oe e Brest hag e Karaez gand an emzao nevez (hag a oa sklęr deuz an tu kleiz), kerzadeg war-zu an Oriant, hag all... - da wellaad an traou goude ma oa bet votet al lezenn Deixonne e 1951, zo bet kinniget eun ugent pe eun tregont bennag a danveziou-lezenn gand a beb seurt kostezennou politik : ouspenn unan a zo bet skrivet kaji penn-da-benn gand Keravel, ar re all e-neus bet al lodenn vrasa anezo da rei e ali diwar o fenn. - Keravel, daoust da ze, ne oa ket den da jom war dachenn ar yezou hag ar zevenadur nemetken. An ekonomiez hag ar hudennou sosial a gonte ive eun tamm mad evitań : ne houzańve ket gweled Breiz o chom war-lerh, ar re yaouank o tivroa, al labourerien o veza gwallgaset... Goulenn a ree ive ma vije roet d'ar Vretoned ar galloud d'ober gwelloh war-eeun war-dro o aferiou. Setu perag e klaskas meur a wech boda ar hostezennou a-gleiz hag ar sindikajou en eur "Comité d'Action pour la Bretagne" (tro ar bloaveziou 1964) hag e lakas war-zao, e 1968, ar pez a oe anvet gantań "les journées de l'action régionale progressiste". Med daoust hag-eń n'e-noa ket sammet re war e chouk ? Daoust hag-eń ne oa ket re den da labourad e-unan ? Ar bloaveziou 70 da nebeuta a vo evid Keravel bloaveziou a drubuill hag a c'hwervoni. Nebeud ha nebeud e teuas an daremprejou da drenka etrezań ha renerien nevez Ar Falz. Daoust ma oa bet ar re-mań kamaraded vraz dezań, n'en em gavas ken a-unan ganto, dreist-oll war-lerh bodadeg-veur an Uhelgoad, e miz gwengolo 1976. Kaoud a ree dezań e oa ar strollad war-nez beza gonezet, hervez tezennou a oa deuz ar hiz d'ar houlz-ze, gand "eur spered broadelour" - pez ne oa ket evid gouzańv, ha pez ne oa ket, hervezań, an doare gwella d'unani ar skolaerien hag ar gelennerien laďk a-du gand kelennadurez ar brezoneg. A-benn ar fin, en em gavas krenn er-męz euz Ar Falz. Evitań, hag e-noa bet anavezet Sohier, hag a oa bet sekretour-meur e-pad 27 vloaz, deuz 1944 beteg 1971, an taol a oe garo. Ha sur eo, e reas dezań eun tamm mad a boan-spered. Fallgaloni ne reas ket evid se. Muioh-mui e oa troet gand ar politik, ha fiziańs e-noa e vefe tapet an treh eun deiz bennag gand unvaniez an tu kleiz. Sed ar pez a c'hoarvezas e 1981, pa oe anvet "Fańch" Mitterrand da Brezidant ar Republik : Keravel a oa, evel just, e-touez ar re hag a oa stad enno. Fiziańs e-noa e vefe bet greet eur bern traou evid ar yezou hag evid ar rannvroiou gand an tu kleiz. Dekrejou Savary (evid pez a zell kelennadurez ar brezoneg), lezennou Defferre (evid pez a zell an digreizenna), eun araokadenn bennag en tele, toud an traou-ze a zeblante dezań mond war an hent mad. Kaoud a ree dezań avad e oa moien da vond kalz pelloh, ha sed ar pez a zisplegas din eur wech da geńver eun diviz on-oa enrollet gantań evid an tele er zal Cerdan. Dipitet e oe dreist-oll pa nahas ar Henta Ministr Fabius e vefe studiet gand an deputeed ar pevar danvez-lezenn all a oa bet kinniget goude 1981, ken e kredas embann, en desped d'e gamaraded a bolitik, o-devoa ar sosialisted "dinahet" o ger war ar poent-se. Med pa oa deuet eń da veza kuzulier ti-kęr e Brest, e hellas ive labourad "a-rez an douar" da gas ar brezoneg war-raog. A-drugarez dezań eo a zo evelse, pell a-raog na vefe bet greet heńvel e leh all, bommou brezoneg war eun toullad mad a vatisou deuz kęr Vrest (an ti-kęr, Skol an arzou-kaer...). Ahendall, evid pez a zell ar stourm evid ar yez, en em glozas Keravel war Emgleo Breiz. Derhel a reas d'ober war-dro an embannaduriou, da skigna kemennou, da houlenn gwellaenn evid kelennadurez ar brezoneg, hag all... N'eus nemed lenn ar pennadou a skrive ingal war "Brud Nevez" evid heulia pazenn ha pazenn kement a zalhe d'ober, deiz ha deiz, sizun ha sizun, heb morse diskregi na diskredi, evid ma hellje ar brezoneg kaoud e blas en e vro. E 1985, e kase da Guzul an Europ eur pez studiadenn ouspenn 200 pajenn diwar-benn planedenn ar brezoneg, hag eo kerse ne vije bet nemed roneotet gantań : "Une exigence de la démocratie et du droit : un statut des langues de France. Le cas de la langue bretonne". Adaleg 1990, e roas lańs d'eur "strivadenn" all : lakad ar parreziou da voti eur mennad evid ma vefe digemeret eul lezenn da zivizoud deuz eur statud evid ar yezou . Chom a reas eur barrez bennag e diavęz ar jeu. Med eur wech c'hoaz e teuas an taol gantań da vad: a-benn hanter 1992, e oa 600 kuzul ti-kęr en Breiz-Izel ha 95 en Breiz-Uhel hag o-devoa votet eur seurt mennad. Ha derhel a ree Keravel da skriva d'ar re n'o-doa ket greet c'hoaz... Ma zo unan bennag a heller lavared diwar e benn eo bet unan deuz "paotred ar brezoneg" en eil hanterenn an 20ved kantved, a gav din eo Armand Keravel. N'on ket gouest da lared petra e-noa laket anezań evelse d'en em domma kemend-all deuz yez e vro. Ne vo ket bet a-du an oll dalhmad na gand e vennoziou, na gand e zoareou-labour. N'e-nevo ket bet greet berz atao. Evel a skrive Herri Gourmelen war "Le Peuple Breton", partiet eo heb na vefe bet kalz a dud da renta enor dezań, devez e interamant e Kastell-Paol. Marteze n'ema ket ken 'barz an ton ? E-kreiz ar jeu ema bet da vihanna, ha sur eo n'e-nevo ket bet damantet d'e boan. Darempredi e-neus greet ive toud ar "pennou braz" : Robert Lafont koulz ha Morvan Lebesque, Yves Person evel P. Fougeyrollas, hag evel just Per Helias hag ar skrivagnerien vrezoneg all. An diellou a zo chomet war e lerh e-neus roet d'ar CRBC. Daoust hag-eń ne vefe ket deread rei e ano d'eur ru pe d'eur zal bennag e Brest na pa ve ken ? TRAOUIGOU 'ZO HEPKEN ? Peogwir e komzer kemend-all er mareou-mań diwar-benn Roparz Hemon, e laker amań eur pennad (med ne laker ket anezań war e hed) a zo bet skrivet gand J. Salaun hag embannet war niverenn 96 (miz even 1986) "Brud Nevez". [...] "Eun deg vloaz 'zo bennag" eo e vefe bet kroget, a-hervez, da "bismiga" skridou R. Hemon, hag abaoe e talher d'ober en eun doare "soutilloh-soutilla" ha "pilpousoh-pilpousa". Arabad dond da gonta krakou, evel ma vefe prest rener "Gwalarn" da veza diskaret diwar e dron, hag ar vrud vad a zo stag euz e ano war-nez beza dispennet a-grenn. Ha n'e-nefe ket bet dija eur brezoneger evel Yeun ar Gow kavet traou da lavared diwar yez R. Hemon gwechall er gelaouenn "Sav" ? E gwirionez, an tammou burutella a lenner gwechig ha gwech all diwarni a zo nebeud a dra e-keńver an azaouez a ziskouezer kaoud hirio an deiz peurliesa ouz ar skrivagner. Ha ne zell ket an oll - kazimant an oll - ouz Roparz Hemon evel ouz or brasa ha gwella skrivagner brezoneg ? Morvan Lebesque, en e leor brudet "Comment peut-on ętre breton ?" ne gav nemed vad da lavared dioutań... Kazetennou a-gleiz evel "Le Peuple Breton" ha "Pobl Vreizh" o-deus bet tro meur a wech da veuli labour ar skrivagner broadelour [...]. Aliez eo bet greet an disparti etre ar vrezonegerien a-vihannig, hag a oar mad o yez, sańset, hag ar re o-deus desket o hini "dre garantez (hag) a-wechou gand kalz a boan" [...]. Gwir eo n'ema ket an oll vrezonegerien a-vihannig diouz eun tu, hag ar re all diouz an tu all. Gwir eo c'hoaz n'eo ket tra-walh beza brezoneger a-vihannig evid en em gaoud desket war ar yez, anez da ze e vefe tra-walh gouzoud komz brezoneg evid beza gouest da rei kenteliou d'an oll. Mad. Med daoust hag eur genaoueg eo, dre red, an neb hag a zo anezań eur brezoneger a-vihannig, hag a gred disklęria n'eo ket reiz bepred, hervezań, ar geriou pe an troiou-lavar a ra ganto eur skrivagner pe unan all, dreist-oll m'e-neus bet desket ar yez ? "Meur a wech, a skriv Yann Desbordes war "Al Liamm", em-eus bet fent, neket gand faziou R.H. (Roparz Hemon), gand imbisilerez e bismigerien ne lavaran ket." Hag eo R. Hemon eur zant ? Pe eun doue ? Setu da nebeuta ma teuer d'ober "imbisiled" - hepmuiken - euz ar re hag a hellfe kaoud c'hoant d'embann an disterra sońj diwar talvoudegez e oberou. Ne hell e skridou beza nemed mad, da lavared eo sakr ha santel. Ar Skritur Sakr. Arabad diskredi. Anez beza kunujennet, kastizet ha kondaonet da dremen ar peurrest euz e vuhez brezoneger en tan, war an douar da genta ar buanna posubl, ha goude en ifern da viken. Med hirio an deiz, n'eus relijion ebed ha ne ziwanfe ket diskredoni en he heńver. Dreist-oll pa n'eo ket bet stabil ar relijion dalhmad. [...] Al leor "Eur Breizad oc'h adkavout Breiz" [a zo] anezań eun dastumad a bennadou bet skrivet gand R. Hemon a-raog evid "Breiz Atao" pe evid "Gwalarn." E 1931 e oe moullet an embannadur kenta, ha daou-ugent vloaz war-lerh, e 1972, eun eil adembannadur gand "Al Liamm." E 1931 dija, e resisae rener "Gwalarn" e-noa "kemmet traouigou 'zo, hogen traouigou hepken" en e bennadou, e-kenver ar stumm ma oant bet kinniget [a-raog] war ar helaouennou. En notenn a lakae e penn kenta an eil moulladur, e skrive pelloh : "traou a zo el leor-mań na skrivfen mui hizio, pe a skrivfen en eur stumm disheńvel. Koulskoude, emezań, n'em-eus kemmet hogozig netra er pennadou da heul." Hogozig netra ? "Reizet em-eus frazennou 'zo hepken", emezań c'hoaz. Dereadegez hag onestiz a oa, euz perz R. Hemon, rei da houzoud d'e lennerien n'eo ket peurheńvel an daou embannadur euz e leor. Med rei da gleved n'e-neus greet nemed "reiza frazennou 'zo hepken", hag e oa izelegez nemetken ? Rag n'eo ket eun nebeud frazennou "hepken" a zo bet reizet etre 1931 ha 1972 ! Pa geńverier an eil moulladur gand an hini kenta, eo war-dro 350 (tri hant hanter), ma n'eo ket tost da 400 (pevar hant) - ze zo hervez penaoz e vez kontet - a "reizadennou" a zo bet greet enni. "Hogozig netra" ? En eul leor a rae 252 bajenn e 1972, e ra ze tost da ziou reizadenn dre bajenn... A beb seurt a zo anezo. Setu amań, da skwer, an 21 "kemmadenn" a gaver er pennad : "Ar vuhez hag al lennegez". War [ar golonenn a gleiz], e lakaer an destenn reizet [e 1972], ha [war an hini a zehou], hini 1931. N'eo ket bet notennet ar hemmou hag a denn kentoh d'an doare-skriva, da skwer "deuet" e-leh "deut", "anala" e-leh "alanat". 1. Adaleg ma skriver e brezoneg, koulz lavaroud, ne skriver nemed marvaillou seurt-se... Adaleg ma skriver e brezoneg, ne skriver, koulz lavared... 2. ... e talvez ar ger skrivagner... ...e talv ar ger skrivagner... 3. Klasket e ziskleria neb a garo... Hen disklerio a garo... 4. Fae a ran evelto war eur skrid na dalvezfe da netra. Fae a ran evelto war beb skrid na dalvezfe... 5. ...a hell tremen heb e ober... ...heb hen ober... 6. ... klask deski furnez d'ar re all.. ...deski ar furnez... 7. Ha tresa a hell tud ha darvoudou (...) heb pehi, ha pehi a-eneb ar Spered. Ha tresa a hell tud ha darvoudou (...) heb pehi, ha pehi a-eneb ar Spered ? 8. E-leh ma 'z eus pehed... E-leh ez eus pehed... 9. Ne vez ket ankounahaet ar vuhez. N'eo ket ankounahaet... 10. Huńvreal en eur vuhez welloh... ... en eur vuhez gwelloh... 11. Eun eil buhez, a zo enni an heveleb prederennou touelluz (...) hag en eben. Eun eil buhez, a zo ganti an heveleb prederennou touelluz (...) ha gand eben... 12. ... peb trivliadenn euz e ene (...) goulaouet-oll gand galloud ha braventez. ...goulaouet-oll a halloud hag a vraventez... 13. ... treuzlehia ar vuhez war eun dachenn all, klok enni ar goulenn heb ar respont... ...treuzlehi ar vuhez war eun dachenn all, e-leh ez eo klok ar goulenn... 14. Perag e vefe red d'ar skrivagner tenna eur helenn euz darvoudou... ...eur gelenn... 15. ...a-eneb e galon. ...a-eneb d'e galon... 16. ...e hallfe e skridou beza komprenet fall... ...beza droug-kemeret... 17. ...netra nemed gand ar zońj (...) ez eo dare da zigalonekaad... ...netra nemed gand ar zońj (...) dare eo da zigalonekaad... 18. ...skuiz o veza tamallet (...) ez eo douget d'ober fae.. ...skuiz o veza tamallet (...) douget eo... 19. ...en e ano hepken. ...en e ano-eń hepken. 20. ...sońjou eun niver braz a dud, ur rummad a-bez... ...sońjou eun niver braz a dud, eur vroad, eur rummad a-bez... 21. ...na hell mond diwarni nag a-gleiz nag a-zehou... ...ne hall mond diwarni, nag a-zehou, nag a-gleiz... Evel a weler, a beb seurt ez eus euz ar hemmou-ze. Lod n'int ket a-bouez tamm ebed. Med a-wechou eo ster an destenn heh-unan a zo bet kemmet, en eur denna pe en eur lakad geriou 'zo, eur pik-goulennata, pe draou all... A-wechou all eo ar yez a zo bet "reizet" evid gwir : ar hemmaduriou, framm ar frazenn, displegadur verbou 'zo... Ne vo ket lavaret n'o-deus ar hemmou ha reizadennou-ze talvoudegez ebed, eo ? En em houlenn a ree "Al Liamm" dre benaoz e heller "klask "faziou ?" en eur pennad bet skrivet gand Roparz Hemon pa oa 25 bloaz." Tro an oajou-ze, gwir eo, e ra an oll o "fehejou yaouankiz"... Med gand Y.E. Blourin ema ar wirionez pa skriv "e-neus pep hini droed da bismiga (...) eun oberenn lennegel a-bouez." Dreist-oll unan hag he-deus bet, hag he-deus atao kement a levezon war rannou 'zo euz an Emzao. O veza ma kave dezo e oa talvouduz danvez "Eur Breizad oc'h adkavout Breiz" sur a-walh eo o-deus R. Hemon hag "Al Liamm" adembannet al leor e 1972. Ma n'eo ket "faziou" a oa e-barz, perag neuze kemend-all a "reizadennou" ? Penaoz ne vefe ket bet kavet iskiz eur seurt brezoneg gand meur a hini ? D'ar mare ma skrive e bennadou, etre 1923 ha 1929, e-noa greet R. Hemon eun dibab : hini ar yez "lenneg", hag e rae fae war hini ar beurvrasa euz ar vrezonegerien, ne gomzent hervezań nemed "trefoedachou". D'ar mare-ze, e felle dezań embann "Gwalarn" evid eun dibab a dud desket nemetken. Hunvreal a ree en "eur yez unvan, seven, kempenn, kribet mad". Kement a zispriz e-noa evid yez ar bobl, eur yez "kouerien dizesk", ma tisklęrie ne lakje en eur geriadur a zavje nemed ar geriou "kutuillet ganin : 1. En oberou krouerien ar brezoneg lennegel. 2. En oberou va henlabourerien. 3. Em oberou-me." Nemed e skrive c'hoaz : "salo ma teuim eun deiz ken ampart war or brezoneg lenneg ha ma 'z int pe ma 'z int bet war o brezoneg trefoedet !" Hag e oa dija eun anzao ? J.S. KOMZOU SITTING BULL Beteg an 12 a viz du, e heller mond da weled eun diskouezadeg a-feson en Abati Daoulaz, diwar-benn "Indianed ar plęnennou". Lenn a heller eno ar homzou-mań, bet distaget gand Sitting Bull, ar mestr siou. Peseurt emgleo a zo bet doujet outań gand an Den Gwenn hag a vefe bet torret gand an den ruz ? Hini ebed. Peseurt emgleo e-neus biskoaz an Den Gwenn sinet ganeom hag e-neus doujet outań ? Hini ebed. Pa oan bugel, e oa ar Sioued mistri ar bed; sevel a ree an heol ha mond da guz war o douar; deg mil den a gasent d'en em ganna. Peleh ema hirio ar re zo gouest d'en em ganna ? Piou e-neus lahet anę ? Peleh ema on douarou ? Da biou int ? Pesort den gwenn a hell lared em-eus biskoaz laeret e zouar pe an disterra gwenneg ? Lared a reont koulskoude eh on eul laer. Pesort maouez gwenn, ha pa vefe bet heh-unan, am-eus biskoaz trapet pe ińsultet ? Lared a reont koulskoude eh on eun indian fall. Pesort den gwenn e-neus biskoaz gweled ahanon meo ? Piou a zo deuet beteg du-mań hag e-nevoa naon hag a zo eet kuit heb beza debret tamm ? Piou e-neus biskoaz gwelet ahanon o skoi gand ma gwragez pe o poufoni ma bugale ? Pesort lezenn a zo bet torret ganin ? Ha n'eo ket mad e karfen gwelloh ma lezenn din-me ? Gwaz a ze din ma h eo ruz ma hrohenn ? Ma h on eur Siou ? Ma h on ganet e-leh e-neus bevet ma zad ? Ma h on prest da vervel evid ma fobl hag evid ma bro ? Sitting Bull (1831-1890) Brezoneg gand Fańch Broudig