Taolennau ar baradoz War ar bajenn-mań, e kinniger al leor a zo bet savet diwar-benn an taolennou-mision gand Alain Croix ha Fańch Roudaut, ha bet laket en brezoneg gand Fańch Broudic DANVEZ AL LEOR ROUDAUT (Fańch), CROIX (Alain), BROUDIC (Fańch). - Les chemins du paradis = Taolennou ar baradoz / Poltrejou gand Padrig Sicard. - Douarnenez : Le Chasse-Marée / ed. de l'Estran, 1988. -188 p., skeud. ISBN : 2-903708.15.0 EUN TENZOR SEVENADUREL... War-dro 1620, eh en em gav Mikael an Noblez e Douarnenez, evid prezeg ouz an dud fidel. Evid en em zikour ha skoi gwelloh a ze war o sperejou, en em lak da zispaka kartennou, da ziskouez d'an dud pehini an hent mad da heulia da honid ar baradoz... Kartennou a seurt-se a vo dalhet d'ober ganto e-pad gwall-bell, beteg war-dro 1950 evid lavared mad. Mond a ree ar veleien a barrez da barrez, da brezeg da geńver ar "misionou". Bez' eh eo an taolennou ma reent ganto gwir vannou treset, ma weler ar Baradoz hag an Ifern o lugerni warno... Biskoaz c'hoaz ne oa bet studiet an taolennou-ze, ha biskoaz ne oant bet dispaket abaoe m'eo ehanet ar visionerien d'ober ganto. Eur wir deńzor e-keńver an istor eo a zo diskuillet e-barz al leor-mań hag a zo war ar memez tro eun testeni dreist-ordinal diwar-benn ar vuhez pemdezieg en Breiz e-pad tri-hant vloaz. Embannet eo al leor gand galleg ha brezoneg keńver-ha-keńver. TAOLENN AL LEOR Digoradur 1. Kartennou Dom Mikael.... Kartenn ar Huzuliou. An implij deuz ar hartennou. Kelenn Douarnenez. An tresa e servij an Aotrou Doue. An "hentcher". 2. Ar hartennou ha sevenadur ar Vro Eur gevredigez en he fez. Eur stumm spered. Plijaduriou ar vuhez. 3. An daouzeg taolenn klasel Eur hendalh pe eun troh ? Ar rnammennou dre skrid. Aroueziou ha gwirionded. Alhweziou d'intent eur vandenn dreset. Hent ar binijenn. Hent ar Baradoz. Hent an Ivern. Diou skwer a zisplegaduriou. An affeil er pehed. Ar berseverańs. 4. Tri hantved a cheńchamańchou Dibab eur patrom nevez a daolennou. Guillame Paillart : eur hwitadenn etre-daou. Eul lignez nevez a daolennou. Eun nebeud a gemmou. An taolennou modern. Red e oa modernaad. Ar jezuisted er penn kenta. "Kalonou" an Aotrou Grall hag ar re a zo deuet war-lerh. 1946 : ar glaouennou. 5. "Melezour an eneou" : Eun adsked euz ar gevredigez ? Dillajou koz ha giziou nevez. Ar plijaduriou. An dańsou. "Ar vezventi milliget". An ekonomiez. Menoziou ha politikerez. 6. An daolennerien hag o zelaouerien. Liverien an taolennou. Ar veleien dizunvan. Ar vicher a daolenner. An digemer greet d'an taolennou. Klozadur. Mamennou ha skridou. AL LEOR TROET E JAPANEG Troet eo bet "Taolennou ar baradoz" - leor F. Roudaut, A. Croix ha F. Broudic - e japaneg. Kioshi Hara eo e-neus savet an droidigez. Embannet eo bet an droidigez e 1996 gand : NIHON EDITOR SCHOOL LTD PUBLIHERS, TOKYO. ISBN 4-88888-252-5. Eul leor all a oa bet embannet a-raog dija gand Kioshi Hara diwar-benn ar brezoneg. AR VISIONERIEN : GWIR STARED ! Eur seurt emgleo a zo etre an daolennerien hag an dud fidel, hag a zigas da zońj deuz ar c'hoariva, pa vez aliez c'hoarierien hag arvesterien a-unvan. Keńveria a heller c'hoaz heb dięzamant, gand ar ganerien werziou, lakom, hag a ziskoueze imajou ive, en eur vond deuz eur foar d'eur pardon. M'o-doa, e gwirionez, an daolennerien eur plas deuz an dibab er skwadrennou misionerien, e oa dreist-oll abalamour ma ouient ober evel pa vijent bet o c'hoari pez. Deuz pez a skriv Le Bail e 1898 en e raport diwar ar misionou, "ar seurt c'hoari pez-se, a vez rebechet d'on taolennou en eun doare diskiant gand tud a zo troet a-eneb deom, (... ) na vez ken dioutań tamm ebed, ken parfed ha karantezuz eo ar gelennadurez kristen". Da weled ! Taolennerien 'zo, da vihanna, a zo gwir stared, hag en em blijer o konta ped gwech o-deus prezeget : "an Ao. Bohec, person Plonevez-ar-Faou, e-neus displeget (an taolennou) gwechall evid ar 155ved gwech" (Le Bail), pe c'hoaz Balanant, hag a zo, e 1909, o "tostaad deuz e 150ved Mision". An oll veleien-ze, hag a zelle outo o-unan gand ręzon da genta evel deuz komzerien zakr dreist-oll, o-doa ive donezonou evid mond dirag an dud. Setu aze moarvad perag e reas o doare prezegenni dre zelled ha kleved kement a verz, beteg ar mare ma ne hellas ken derhel penn da zoareou all modernnoh. (c) Le Chasse-Marée.