Son al Leur nevez Ma zud oa aet d'al leur neve; Ha me d'ho heul d'ar fest ive! _ Son, kloc'h Nizon, Son, son, Son, kloc'h Nizon, Son, son! D'al leur ne' oant aet d'ar maner, Fae vi'e bet ganin chom er gźr! Son, kloc'h Nizon, hag all Paotred eno ne vanke ket, Na merc'hed koant, - o! - kenneubet. Tridal a rae ma c'halon O klevout ar sonerien 'son. Pa welis ur plac'h o tańsal, Ken drant evel un durzhunal; He daoulagad evel glizhin War ar bleuń spern-gwenn, da vintin, Hag i ker glas evel bleuń lin; He dent ker kaer evel mein fin; Hag neuz ken drant ha ker laouen: Hag hi mont da sellet outi, Ha me mont goude d'he fediń, D'he fediń 'vit ur jabadaou, Ha ni war an dachenn hon-daou! Tra ma oamp gant an abadenn, Me 'waske war he dornig gwenn; Hag hi c'hoarzhin, c'hoarzhin ken dous, Hag un ael eus ar baradouz; Ha me mont da c'hoarzhin outi; Ha ne garan mui nemeti. Me 'yelo d'he gwelet henoazh, Ur voulouz ganin, hag ur groaz; Ur voulouzenn du hag he c'hroaz, Prenet e foar Sant Nikolaz, Sant Nikolaz, hor patron bras, A vo brav war he gougig noazh; Hag ouzhpenn, ur walenn argant Da lakat war he bizig koant. Da lakat warnań da vizoł, Ma sońjo ennon wechigoł. O tont en-dro a di ma dous, Degoue'et ganin 'r c'hemener kouzh; Ar c'hemener em eus kavet, Hag ar son-mań en deus savet. _ Son, kloc'h Nizon, Son, son, Son, kloc'h Nizon, Son, son!