SALM 3 Pedenn an den reizh e-kreiz enebourion 1 Salm David. Pa dec'he a-zirak Avshalom, e vab 2 Aotrou, pegen niverus va gwaskerion ! niverus, ar re savet a-enep din ! 3 Niverus, ar re a lavar d'am ene : "Ne vo ket a silvidigezh evitań gant Doue !" Ehan 4 Met c'hwi, Aotrou, a zo ur skoed warnon, va gloar, an Hini a adsav ma fenn. 5 Va mouezh etrezek an Aotrou a huch, hag e respont din eus e venez santel. Ehan 6 Pa c'hourvezan hag e kouskan, e tihunan, rak an Aotrou eo va gwarez. 7 N'am bez ket aon rak dekmiliadoł a dud, tro-war-dro lec'hiet en-dro din. 8 Savit ! Aotrou ! Roit silvidigezh di, va Doue ! skeiń a rit va holl enebourion war o c'harvan, dent ar re fallakr a zrailhit. 9 En Aotrou Doue emań ar silvidigezh, war ho pobl, ho pennozh ! Ehan