SALM 1 Evurus an den reizh 1 Evurus an den ha n'a ket e kuzul ar re fallakr war hent ar bec'herion n'en em zalc'h ket e chomlec'h ar c'hoaperion n'azez ket 2 met el lezenn an Aotrou en em blij en e lezenn e prederia deiz ha noz 3 Bez' e vo evel ur wezenn plantet war redennoł-dour : he frouezh a zo e koulz hag e delioł ne wenwont ket. Evel-se kement a ra a zeu a-benn. 4 N'eo ket evel-se ar re fallakr, met evel plouz a vount en avel. 5 Setu perak ne zalc'ho ket ar re fall er varn, nag ar bec'herion e kuzul an dud reizh. 6 Rak anaout a ra an Aotrou hent an dud reizh, met hent ar re fall a ya da goll