RAGLAVARIOU BLAGADENNOU PER SALAUN Kazetenn an "Trégor" ha "Skol Vreizh" o-deus embannet eul leor gand Per Salaun : "Blagadennou", hag a zo dioutan eun dastumad deuz ar pennadou skrivet gantań war an "Trégor" justamant. SALAUN (Per). - Blagadennoů / digoret gant Fanch Broudic. - Lannion : Le Trégor; Skol Vreizh, [1998]. - 214 p., sk. Sed amań eun darn deuz ar raglavar a zo bet skrivet gand Fańch Broudig evid al leor-ze. (...) Per Salaun e-nije greet gwelloh chom peoh, e-leh tamall d'an "Trégor" ne oa ket tra-walh a vrezoneg e-barz. Ha sed aze dre benôz eh eo en em gavet, e miz eost 95, da zevel e bennad kenta : "teus nemed ober...". Tapet eo bet, hag abaoe, e-neus ranket sevel ouspenn 80 pennad, unan beb pemzekteiz koulz lared, med n'eo ket gand displijadur. N'e-nevez ket re a boan o kaoud e dud. Gwelloh e kav zoken nompas telefoni dę en a-rôg. Ha pa h a da weled anę, ne vez ket gantan an disterra "magnetofon", 'mann 'med eun tamm kreion ha diou pe deir follenn baper... Goude n'e-nevez ken d'ober nemed eun tamm kempenn d'e notennou, hag adksriva anę war e vakanik. Chench ar geriou, emezan, ne ra ket. Ha ze, marteze, ah eo an estonusa evid hiniennou 'zo : kôezal brezoneg c'hwek a vez greet bepred gand an dud. En kostez Treger da nebeuta. Per Salaun a vez adskrivet brao e bennadou gantan. Sur a-walh zoken eh eo abalamour da ze e-noa bet unan deuz ar priziou "Du-man Du-se", warlene en Lanuon, digand France 3 Breiz. Tud a beb stad, a beb renk hag a beb oad a deu a-benn da diskoacha. Mond a ra da weled ar skolaerien koulz hag ar venajerien, hag ar re yaouank evel ar re goz. Eevel just, e bennadou n'int ket "gwir" bennadou kazetennerez. Med n'eo ket ze ema ar helenner a zo dioutan o klask ober. E bennadou-kaoz - "interview" a vez greet deuz ze, sanset - a zo danvez enne da nebeuta : bepred e vez eun dra bennag da deski. Ha dreist-oll a zo eun ton warne. Eun ezpez fent. Farsal e mod Treger. Ha ze ive, sur a-walh, eo a blij d'an dud... Beza kazetenner brezoneg, en deiz a hirie, n'eo ket beza an hini vez lennet pe selaouet ar muia. Evelse, siwaz, ema kont gand on brezoneg. Med evid eur brezoneger eo eun dra gaer skriva pennadou ingal en eur gazetenn hag a vez lennet gand berniou tud. Sed aze, a gredan, hag a hallje beza greet (e-leh glabousad, a-wechou) gand meur a hini all, e leh all.... N'eo ket heb ręzon e-neus bet c'hoant an "Tregor" d'ober eul leor deuz ar pennadou-man. Fańch Broudig DISTERACHOU DIWAR NETRAIG gand Charlez ar Gall P'ema ar "world wide web" o tiruilla warnom ha pa ginniger deom a beb tu mond da surfi war "Internet" da glask keleier euz ar bed-oll, sed amań evid ar vrezonegerien tost d'ar gęr a zo ahanom eun teskad pennadou euz an dibab gand eun den ha n'e-neus morse bet skrivet eur bern, hag a zo bet er penn a-raog koulskoude e-pad pell evid skigna keleier, nemed eo e brezoneg e skigne anezo. Piou n'anavez ket Charlez ar Gall ? Ouspenn ugent vloaz 'zo ne vez ket gwelet e benn ken war an tele, na klevet e vouez er post bihan. Hag e tigouez e vez laret din bepred gwech ha gwech all, pa vezan o houlennata unan bennag pe o ruza va skasou e tu pe du : "o ! me 'm-eus bet anavezet an hini a veze o kaozeal brezoneg war an tele a-raog !". Skolidi goz dezań, mez ive tud hag o-deus sońj beza bet gwelet anezań d'ar mare ma ne veze nemed eur vunutenn hanter ar zizun en or yez war an tele. Rag eur helenner a-vicher - war ar matematikou, mar plij - e oa Charlez ar Gall. Med brezoneger a-vihannig e oa, diwar eul lignez a gouerien hag a goueriadezed n'eus bet morse nemed brezoneg etrezo. Eun devez, deuet braz dija, e teuas c'hoant dezań gouzoud muioh diwar e yez kenta. E darempred eh eas gand skolaerien Ar Falz, hag e teuas da veza unan anezo. Sed pa fellas da Ber-Jakez Helias dilezel ar garg e-noa war-dro abadennou brezoneg ar radio, eo eń Charlez a oe goulennet gantań kemer anezo war e gont. Ar pez a reas : ouspenn 800 abadenn a ginnigas neuze a zizun da zizun beteg 1975, ma sońjas e oa deuet ar houlz dezań da jom a-zao. Bet eo bet ivez Charlez ar Gall an hini kenta oh en em rei da gleved ha da... weled - e brezoneg - war an tele, kerkent ha ma oa bet savet Tele-Breiz e 1964. Ministr ar Helier a-neuze, an aotrou Alain Peyrefitte, ne oa ket a-du. Dreist d'an divenn eh eas rener an ORTF e Roazon, ar Breizad Louis Le Cunff. Hag evelse e hellas ar brezoneg ober e doullig en tele, beteg an devez ma oe savet ar henta gwir abadenn-dele en or yez : "Breiz o veva", e 1971. Digand Charlez ar Gall e oe goulennet eur wech c'hoaz boda en-dro dezań an dud a oa ezomm da gas an traou war-raog. Hag e reas. E lod a evurusted e-neus bet Charlez sur a-walh o kinnig e abadennou, koulz war ar radio ha war an tele. E lod a drubuillou ive a-dra-zur. Rag d'ar mare-ze, ne oa ket troet ar sperejou war-zu ar brezoneg evel m'int eun tamm mad muioh hirio. An oustillou a zo bremań ne oa ket deuz outo kennebeud. Ne oa ket a gaoz neuze deuz radio war-eeun 'pad an deiz, na deuz video na deuz Betacam. Da gomańsamant ne oa na studio-radio na skipaill-tele nebleh e Breiz-Izel, pas memez e Brest. Setu beteg ma oe digoret Radio-Brest e miz kerzu 1962, eo e ti Charlez - en e zal ! - e veze enrollet an abadennou skingomz. Beteg ma oe anvet ar henta skipaill e Brest e 1971, e ranke Charlez mond beb gwener da Roazon, ha distrei gand an treń-noz, evid kinnig e geleier war ar skinwelerez. Evel just, ne oa ket Charlez ar Gall tre e-unan evid ober war-dro an abadennou. "En eur mare ma ne oa ket ęz peb tra", evel a gonto an devez ma oe roet kolier an Erminig dezań en Alre e 1990, e hellas konta, eüruzamant, war eun toulladig mad a dud all. Konta a hellas dreist-oll war e wreg, Chanig, bet desket brezoneg ganti evid sikour he gwaz. Ma h eo frankoh an hent d'or yez hirio er mediaou, eh eo dre m'o-deus eń ha hi greet en tu-hont d'o hont evid digori anezań. Charlez a oa ar zamm war e gein evelkent. Peleh e-nije bet kavet amzer, gand se, da zua paper d'embann leoriou evel a ree lod all e-pad keit-se ? Ouspenn-ze, e-neus bet anzavet e-unan ne oa ket re droet da skriva barzonegou pe danevellou evel a oar ober hiniennou all. Studiadennou e-neus kavet an tu da zevel memestra, diwar e barrez henidig, an Ospital, da skwer. Unan bennag e-neus savet e galleg er memez mod, evel an hini a zisplegas diwar giz ar bara benniget, er hendalh kenta a ednologiez a oa bet en em vodet e Rieg eun nebeud bloaveziou 'zo. Deuz e amzer e-neus roet kalz c'hoaz abaoe m'ema war e leve, evid beza kenta prezidant "Sked" e Brest - bodad ar hrevredigeziou a ra war-dro yez ha sevenadur ar vro - hag evid heulia labouriou ar gomision m'eo bet anvet enni hag a zo karget da ingala en ano ar CSA ar frekańsou-radio e Breiz. Derhel a ra ar bed d'ober e dro, anad eo. Penaoz e troio planedenn on brezoneg avad en eur bed a brometer deom e vo renet en eun amzer ha n'ema ket da zond ken, gand Internet ? Petra 'jomo neuze deuz ar skridou a lakom kemend-all a evez da voulla anezo ? Gwechall e veze lavaret : "verba volent, manent". Zoken ma zo lod ahanom hag a zo krog da neuial er bed elektronik nevez, n'eo ket fall deom derhel evid ar poent d'ar hrenn-lavar koz. Ha setu perag justamant eo kerse ganeom n'e-nije ket bet Charlez ar Gall skrivet muioh. Ma zo unan bennag hag a oar brezoneg mad, eo eń. Bepred e tigouezo ar ger rekiz dindan e bluenn (pe dindan e vekanik, rag en em laket eo zoken d'an ordinateurien...), heb na vije red dezań mond da glask unan ne oar den atao peleh. Ha bepred e ouio stumma e lavar da renta en eun doare resiz ar pez e-neus c'hoant da ziskulia : eń n'eus tamm riskl ebed e ve kamm e frazennou. Divinoud ar galleg dindan e vrezoneg ne vo ket greet kennebeud. An ton e-neus ive, eun ton digustum, goapaer eun disterra, diskredig heb beza re. Rag ma zo unan bennag hag e-neus an taol-pluenn da rei da intent ar pez a c'hoarvez en-dro dezań, eo eń kerkoulz all. Charlez ar Gall eo digor-mad e zaoulagad gantań, ha tano a-walh e skouarn. Ha lemm-kaer e spered da rei deom da intent kement diverkadur : souezi ahanom a gav an tu d'ober bewech, pe e ve gand ar penn kleiz a vanniel-ze hag a zalhas penn eur wech d'an ofisourien a vor, pe e ve gand planedenn reuzeudig paour kęz tud "kouezet e puńs an dizesper". Disterachou ? Brizbrederiadennou ? N'int ket. Diwar netraigou int savet, marteze ha c'hoaz n'eo ket sur. Netraigou deuz ar bed a hirio, deuz ar vuhez a-vremań. An netraigou-ze ha ne deuom ken a-benn da daoler evez deuz outo, ken boazet ha ken dizeblant om deuet da veza ouz peb tra. Diwar an netraigou-ze avad, e ro tro deom Charlez ar Gall da zivorfila on fennou moredet. E 1977-78 e-noa skrivet an "disterachou"-mań, e niverennou kenta "Brud Nevez". Med koza n'o-deus greet tamm. Dre ma zo warno blaz ar wirionez. Abalamour da ze eo e ra Charlez ar Gall deom atao eur blijadur vraz, ar blijadur da helloud lenn hag adlenn ar re nebeud a skridou a zo bet savet gantań. Fańch Broudic KANAOUENNOU HERVEZ MA ZANTIMANT gand Arnaud Maisonneuve N'eo ket Arnaud Maisonneuve eur Breizad evel ar re all. Da genta, eo bet ganet er Bourgogn. Da eil, e-neus dibabet dond da jom ha da veva e Breiz. Da drede, e-neus fellet dezań deski brezoneg ive. Da gomańs, e-noa desket yez Gwened : ken aliez tro m'e-nevez digarez da gomz gwenedeg, e ra plijadur dezań atao. Goude, e-neus desket KLT ive. O veza dibabet mond war ar vicher kaner ha muziker, eo deuet da zońjal ne oa ket tra-walh dezań kana hag adkana dalhmad ar zoniou koz - hag e ra. En em laket eo da skriva kanaouennou nevez. Eun toullad e-neus savet a-benn bremań. O veza bet e-pad 16 vloaz o kana hag o son deuz ar gitar e-barz ar strollad "Cabestan", eh anavez ervad ar hanaouennou a vor. An avańtur e-neus klasket ive eur pennadig gand eur strollad n'eo ket bet padet pell : pa vez poent ober eun dra bennag, "Dao de'i" ! Sur a-walh eo ive unan deuz ar re hag a anavez ar gwella ar muzik "country" hag ar "blues" : n'eus nemed selaou anezań o komz deuz se gand L. Gwillamot war Radio Breiz-Izel. War golo unan euz e bladennou, e skriv eo ar gwerziou on "blues" deom-ni. Poent e oa sacha evez ar vrezonegerien kar-o-yez war al labour a-zoare a vez greet gand Arnaud Maisonneuve. E-barz al "Leor bihan"-mań, e vo kavet eta : - ar hanaouennou a vor - ar hanaouennou a garantez - hag ar hanaouennou diwar-benn ar bed evel m'ema, a zo bet skrivet hag a vez kanet gantań. Evel just, n'eus amań nemed ar poziou. Ha kanaouennou a zo greet evid beza selaouet, a-raog peb tra. Setu perag, e fin al leor, e kavoh roll ar pladennou-CD a zo moien deoh da gleved Arnaud Maisonneuve warno o kana. Ma klevit a-hend-all ema da veza tu pe du gand e hitar, e-unan pe gand e gamaraded, kit da zelaou anezań... Evid ar poent, sed amań ar poziou - da lenn. N'int nemed kanaouennou ? Med gand kanaouennou e vez laket an dud da leńva pe da vousc'hoarzin. Hag ar bed da jeńch a-wechou. F.B.