Droukkinnig Nevenoiou (Le tribut de Nominoe) An aourieotenn 'zo bet falc'het, Brumeniñ raktal en deus graet. Argad ! Brumenniñ 'ra, a lavare An ozac'h meur eus lein 'n Are. Argad ! Teir sizhun ma vrumenn teñval Ken teñval, war duioù Bro-C'hall, Ken n'hallan gwelout e nep giz Va mab o tonet war e giz Marc'hadour mat o vale bro Ha klevjout-te roud eus Karo ? - Bout a-walc'h, tad kozh an Are, Ha penaos eo, ha pe zoare ? - Den a skiant, den a galon, Aet gant ar c'hirri da Roazhon, Aet da Roazhon gant ar c'hirri, Kezeg-tenn outo tri ha tri, Ha kinnig Breizh ganto hep si, Rannet mat etre pep hini. - Mar d-eo ho mab ar c'hinniger, E c'hortoz 'refot an aner, Pa'z ejod da bouezañ 'n arc'hant, Fallout a eure tri war gant, Ken e lavaras ar merer : Da benn, gwaz, a ray an afer ! Ha pegañ 'n e gleñv en deus graet, Ha penn ho mab en deus troc'het. Hag en e vlev en deus kroget Hag er skudell 'n deus en taolet. An ozac'h kozh 'dal m'e glevas 'Voe tost dezhañ ken na semplas; War ar garreg e kouezhas krenn, Kuzhzt e zremm gant E benn 'n e zorn, o leñvañ meur : - Karo, va mab, va mabig paour ! An ozac'h meur 'zo 'vont en hent E gantañ war e lerc'h e gerent, An ozac'h kozh 'zo 'vont e-biou E-biou kêr-veur Nevenoioù. _ Lavarit-hu din, penn-porzhier, Hag-eñ 'mañ an An ozac'h er gêr ? _ Pe emañ eñ, pe n'emañ ket, Doue d'en dalc'ho e yec'hed ! N'oa ket peurlavaret e c'her M'eo degouezhet 'n aotrou er gêr, Degouezhet er gêr a chaseal, E chas bras 'raozañ o vragal, E wareg en e zorn gantañ Hag ur pemoc'h gouez war e skoaz, Ha fresk-bev ar gwad o redek War e zorn gwenn _ Mad deoc'h! Mad deoc'h! Meneziz da! Ha deoc'h, ozac'h meur, da gantañ! Petra c'hoarvezet a nevez? Petra ganeoc'h diganin-me? _ Deut omp da c'houl hag-eñ 'z eus ur Reizh, Un Doue en neñv, un tiern e Breizh? _ Un Doue 'zo en neñv, a gredan, Un tiern e Breizh, ma c'hellan. _ An neb a venn, hennezh a c'hall, An neb a c'hall, 'argas ar Gall, A gas ar Gall, a harp e vro, Hag evit hi ter ha tero!