MARZHIN Divinour _ Marzhin, Marzhin, pelec'h it-hu, Ken beure-se gant ho ki du? _ You! you! ou! you! you! ou! you! ou! you! ou! You! you! ou! you! ou! _Bet on bet 'kas kaout an tu, Da gaout dre-mań an ui ru, An ui ruz eus an naer-vorek, War lez an aod, 'toull ar garreg. Mont a ran da glask d'ar flourenn Ar beler glas ha 'n aouryeotenn, Koulz hag uhelvarr an dervenn, E-kreiz ar c'hoad 'lez ar feunten. _ Marzhin! Marzhin! distroet en-dro; Laosket ar varr gant an dero, Hag ar beler gant ar flourenn, Kerkouz hag an aouryeotenn, Kerlouz hag ui an naer-vorek, E-touez an eon, 'toull ar garreg. Marzhin! Marzhin! distroet en-drou: Ne deus divinour nemet Dou. -_ You! you! ou! you! you! ou! you! ou! you! ou! You! you! ou! you! ou!