Al Louarn (Le Renard) Al louarn barvek a c'hlip, glip, glip, glip, glip er c'hoad! Gwa konikled arall-vro! Lemm-dremm e zaoulagad! Lemm e zent ha skañv e dreid hag e graban ruz-gwad! Alan al louarn a c'hlip, glip, glip : argad! argad! Ar Vretoned a welis 'lemmañ o c'hlavier dall, N'eo ket war higolen Breizh met houarngen ar Gall. Ar Vretoned a welis o vediñ er c'hadtir, N'eo ket gant fizier dantek, met gant klezeier dir, Ha n'eo ket gwinizh ar vro, ha n'eo ket hor segal, Met pennou; blouc'h eus Bro-Saoz, pennou blouc'h eus Bro-C'hall Ar Vretoned a welis o tornañ ed gant youc'h Ken e lamme pallenou diwar ar pennou blouc'h. Ha n'eo ket gant fustou prenn 'vac'he ar Vretoned, Met gant sparrou houarnet ha gant treid ar mirc'hed. Ur youc'hadenn a glewis, youc'hadenn ar peurzorn Adalek Krec'h Sant Mikael tre-betek traoñ Elorn, Adalek ti Sant Weltras tre-betek Penn ar bed Er pevar c'horn eus a Vreizh bezet al Louarn meulet! Bezet kanmeulet al Louarn a amzer da amzer! Bezet koun eus ar ganaouenn, bezet klemm ouzh ar c'haner! Neb a ganas ar c'han-mañ n'e ganas ur wech all, Dideodet, siwazh dezhañ! ma oa bet gant ar Gall; Hogen mar d-eo dideodet ned eo ket digalon, N'eo ket mank kennebeud-all 'vit saezhañ saezh an ton!