Labourerien Tostaït holl, Bretoned, da glevet ur gentel; War buhez al labourer eo bet graet n'eus ket pell, Ur vuhez kriz ha poanius; paouez na deiz na noz! Hag a ren a galon vat, da vont d'ar baradoz. Al labourer a labour, n'eus forzh e pe amzer, Koulz dindan ar yanïen ha dindan an tommder; Pa vez erc'h, grizilh, kurun, avel, glav, skorn, kazarc'h, En e bark, o labourat, daoubleget, hañ gwelac'h. Al labourer zo gwisket peurvuiañ gant loen; Ne vez ket treset bemdez, evel ar vouc'hizien, E zilhad zo truilhennet, gant an douar saotret, Re kêr, a renk e gavout, a skop ouzh e welet. Disheñvel-meurbet eo stad ar paourkaezh labourer, Disheñvel dioc'h stad an dud a vez o chom e kêr: 'R re-mañ o deus kig, pesked ha bara gwenn bepred; Al labourer tammoù yod, bara sec'h, dour bevet. Al labourer 'renk paeañ, paeañ e pep amzer, Paeañ telloù d'ar roue, bep bloaz, teir pe beder; Ha pa renk paeañ e vestr, ma n'eo prest an arc'hant, Foar a reer gant e zanvez; amañ an nec'hamant! Da baeañ c'hoazh en deveus obidoù d'ar person, Evel ma'z eo ar c'hustum, kement-se zo gwirion; Reiñ o c'hest d'ar veleien, aluzen d'ar beorien; Hag, evit na faziint ket, gwir d'e servijerien. Al labourer, goude-se, a vezo tamallet; Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet; Eus e nebeut a vadoù e vezo dibourc'het Hag, e zanvez o vont kuit, 'n eus ger da lavaret. Ha mar c'hoarv dezhañ kontañ e arc'hant a-wechoù, Arc'hant en deus dastumet gant kement a boanioù, C'Hoarzhin a ra ar gêriz oc'h hual anezhañ, Ha, mar geller, e gigner, oc'h ober goap outañ. En diwezh al labourer, baleet lec'h ma karo, A vezo droukprezeget, kalz tud hen disprizo; Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ: Diwar brec'h al labourer 'mañ 'r bed-holl o vezañ. Setu hor buhez, siwazh! hor buhez kriz-meurbet; Hor stad a zo truezus, hor steredenn kalet; Hor stad zo poanius-meurbet; paouez na deiz na noz! Renomp-hi a galon vat da vont d'ar baradoz. "hual anezhañ": lakaat an hu warnañ