Ar C'Horred (Les Nains) Paskou Hir, ar c'hemener, A zo aet d'ober al laer, D'abardez-noz digwener. N'helle mui ober bragou, Aet an dud d'an armeou, Ouz re Vro-C'hall hag o roue. Aet eo tre 'ti ar C'Horred: Gant e bal en deus toullet Da glask an teńzor kuzhet. Hag an teńzor pa gavas D'ar gêr 'redas gant mall bras, En e wele 'n em lakas. - Serrit an nor, serrit kloz! Setu an dudigou-noz - Dilun, dimeurzh ha dimerc'her, Ha diriaou ha digwener! - Serrit an nor, mignoned! Setu, setu ar C'Horred! - 'Maint o tont tre 'barzh ar porzh, - 'Maint eno o tańsal forzh! _ Dilun, dimeurzh ha dimerc'her, Ha diriaou ha digwener! - War da doenn emaint-i Oc'h ober un toull enni! Krapet out, mignonig paour, Taol kuit buan an teńzor! Paskou paour, te 'zo lazhet, Taol warnout dour benniget! Taol da lińsel war da benn, Paskou, chom difich a-grenn - Siwazh din! 'maint o c'hoarzhin, Neb a dec'hfe 've paotr fin! Aotrou Doue! Sed unan! E benn dre 'n toull a welan, E zaoulagad 'zo ruz-glaou, E tiskenn gant post an to. Aotrou Doue! Un, daou, tri, 'Vont en-dro war al leur-di! Lammat 'reont ha konnariń, Taget on, Gwerc'hez Vari! _ Dilun, dimeurzh ha dimerc'her, Ha diriaou ha digwener! _ Daou, tri, pevar, pemp ha c'hwec'h! _ Dilun, dimeurzh, dimerc'her, Roc'hal a rez, a larer, Kemenerig, kemener! Kemenerig, kemener! Tenn da fri 'maez un tammig Deus da ober un dro dańs, Ni zesko dit ar gadańs! Kemenerig, kemener! Dilun, dimeurzh, dimerc'her, Kemenerig, te 'zo laer, Dilun, dimeurzh, dimerc'her, Deus d'hon laerezh ur wech all, Deus, kozh kemenerig fall! Ni a zesko dit ur bal A ray d'az mell-kein strakal, Rak arc'hant korr tra ne dalv!