An Hollaika Disul vintin savis mont da gas ma saout er-maez, Me 'gleve va dous o kanañ hag hec'h ana'is diouzh he mouezh, Me 'gleve va dous o kanañ, kanañ gae war ar menez, Ha me mont da sevel ur son da ganañ ganti ivez, "Ar c'hentañ gwech em eus gwelet Marc'haidig koant, va mestrez, Oa oc'h ober he fask-kentañ e-barzh iliz ar barrez, E-kreiz tre 'barzh iliz Fouenant e-touez ar vugale; D'ar pred-se e oa daouzek vloaz, ha me daouzek vloaz ivez. Evel ar bleuñ melen balan, pe 'vel ar rozennig gouez, 'Vel ar rozenn gouez 'touez al lann, oa etrezo, va mestrez; Tra oan bet gant an oferenn, 'met sellet outi ne raen; Seul vuioc'h-vui outi 'selenn, seul vuioc'h-vui 'plije den. Me 'm eus ur we'en e liorzh va mamm a zo karget 'avaloù, Hag un dachennig c'hlas dindan, hag ur vodenn tro-war-drou : Pa zeuio va dousig koantig, va muiañ-karet d'am zi Ni a yelo da zisheoliañ, va dous ha me, dindani. An aval rusañ a dapin, hag ur boked 'rin 'viti, Hag ur rozilinig gwall c'hweñvet, abalamour d'am enkrez, Rak n'em eus ket net c'hoazh ganti ur bouch a wir garantez." "Tavit gant ho son, va mignon, tavit prim gant ho komzaou; An dud o vont d'an oferenn 'zo en traoñ ouzh hor selaou. Ur wech all pa zeuïmp d'al lann, ha 'vimp hon-unan hon-daou, Ur bouchig a wir garantez a roin deoc'h, unan, pe zaou." "'plije den": 'plije din