Gwreg ar C'Hroazour "Keit e vin er brezel 'lec'h eo ret din monet, Da biv e roin-me ma dousig da viret?" "Degaset-hi d'am zi, va breur-kaer, mar keret, Me he lakay er gambr gant va dimezelled; Me he lakay er gambr gant va dimezelled; Pe 'barzh ar sal enor gant an itronezed. En un hevelep pod e vo graet de o boued, Ouzh an hevelep taol e vezint azezet." "Benn un nebeud goude kaer 'vije da welet Porzh maner ar Faoued leun a dudjentiled; Pep a groaz war o skoaz, pep a varc'h, a vanniel, Evit klask an aotrou da vonet d'ar brezel. Ne oa ket aet pell-meur er-manez demeus an ti, Pa voe laret d'e wreg kalz a brezegoł kri: "Diwisket ho prozh ruz, hag unan wenn gwisket, Ret eo monet d'al lann da beuriń al loened." "Ho tigarez, va breur, petra am eus-me graet? Me n'emaon bet biskoazh o peuriń an deńved." "Ma n'emaoc'h bet biskoazh o peuriń an deńved, Amań 'zo ma ma goaf hir a zesko deoc'h monet." Bet eo e-pad seizh vloaz, ne rae nemet gouelań; En diwezh ar seizh vloaz 'n em lakaas da ganań. Hag ur marc'heg yaouank o tont eus an arme A glevas ur vouezh dous 'kanań war an mene. "Harz, va floc'hig bihan, krog e brid va marc'h-me; Me 'glev ur vouezh argant 'kanań war an mene; Me 'glev ur vouezh flour war an mene 'kanań; Hiviz ez eus seizh vloaz he c'hlevis diwezhań. _ Demat a laran deoc'h, plac'h yaouank ar mene, Ha merniet mat heoc'h eus pa ganet ken gae-se?" "Ya, merniet mat am eus, a drugarez Doue! Gant un tamm bara sec'h am eus debret ame." "Leret din, plac'hig koant o peuriń an deńved, Hag-eń er mane-se 'c'hallfen bout kemeret?" "O! ya sur, ma aotrou, degemer a gevfet Hag ur marchosi kaer da lakat ho rońsed. Ur gwele mat a blunń ho pezo da gousket Eveldon-me gwechall pa oan gant ma fried; Ne gousken ket neuze er c'hraou gant al loened, Nag e skudell ar c'hi ne vize graet ma boued." "Pelec'h eta, ma merc'h, pelec'h 'mań ho pried, Pa welan en ho torn liamm eus ho eured?" "Ma fried, va aotrou, a zo aet d'an arme; Blev melen hir en doa, melen evel ho re." "Ma en doa blev melen kerkoulz eveldon-me, Laket evezh, va merc'h, na vije me a ve?" "Ya, me eo hoc'h itron, ho tous hag ho pried, ma ano 'zo, e gwin, Itron eus ar Faoued." "Lezet al loened-se ma yefemp d'ar maner, Mall a zo ganin da erruout er gźr. - Eurvad dit-te, va breur, eurvad dit a laran, Penaos 'ya ma fried am boa laosket amań?" "Azezet-hu, va breur kadarn ha koant bepred! Aet eo da Gemperle gant an Itronezed, Aet eo da Gemperle e-lec'h ma zo eured, Pa zistroio d'ar gźr amań e vo kavet." "Gaou a lerez din-me! rak te 'c'h eus ha c'haset Evel ur glaskerez da beuriń al loened; Gaou a lerez din-me e-kreiz da zaoulagad, Rak emań 'dreńv an nor, aze, oc'h huanad! Tec'h du-se gant ar vezh! Tec'h kuit, breur milliget! Karget eo da galon a zroug hag a bec'hed! Ma ne ve ti ma mamm, ma ne ve ti ma zad, Me 'lakafe va c'hleńv da ruziań gant da wad!" "merniet": merennet "hanad": e teir silabenn