Gwrac'h Ahez Erru Gwrac'h Ahez en hor bro, Kasomp mein bras war an hencho. Kasomp mein bras ha mein bihan War an hent bras e-kreiz al lann. An erer du, an erer glas Zo en dachenn o c'hoari vazh Hag an den kozh a lavare En e goasez war Venez Bre : "Gwell ar gernez hag ar vosenn Evit ar Wrac'h en hor c'hichen, Gwell a ve brezel ha marv 'Vit Gwrac'h Ahez 'n hon douaro. 'Ma- Gwrac'h Ahez e penn al lann, Honnezh ne zeu ket hec'h-unan. Tavanteien a zo ganti Ha kezeg gwenn ouzh he c'hirri, Hag ar gernez, gwenn 'vel an erc'h, War gein un heizez 'zeu war lec'h. Ar Brezel gwall, ar Brezel taer A zeu war-lec'h gant an erer, Gant ar bleizi, gant ar brini, 'Zeu da glask kig tud da zebri-. Ar Vosenn du, ar Vosenn wenn A zeu war-lec'h en ur c'harr prenn. En ur c'harr prenn o wigourat, An Ankou treut o charreat. War-lec'h honnezh ne welan ket Ne welan den war ar blasenn, Ne welan den 'met ar gwez bras O kreski- war an douar noazh." Kasomp mein bras ha mein bihan War an hent bras e-kreiz al lann.