Gwerz ar Roue Gralon ha Ker-Iz War don Judit hag Holofernez pe war hini Bosenn Eliant. I Petra 'zo nevez e Ker-lz, Mar deo ken foll ar yaouankiz, Mar klevan-me ar biniou, Ar vombard hag an telennou ? N'eus e Kêr Iz netra nevez, An ebatou-man 'vez bemdez; N'eus e Kêr Iz nemet traou koz, Rak ar festou-man 'vez bemnoz. Bodennou drez 'zo diwanet Ha dor an ilizou prennet; Ha war ar beorien o ouela E hiser ar chas d'o drailha. Da c'houezek vloaz an holl verc'hed N'o deus doue 'met ar pec'hed, Ha da ober e gurunenn E roont o c'haera rozenn. Ahez, merc'h ar Roue Gralon, Tan an ifern en he c'halon, Er penn kenta eus an diroll, A gas d'he heul ar ger da goll. Sant Wenole, gant kalonad, 'Zo bet meur 'wech o kaout he zad Ha gant daelou an den Doue En deus lavaret d'ar Roue: " Gralon, Gralon, laka evez En dizurziou a ren Ahez, Rak tremenet 'vo an amzer Pa skuilho Doue e gounner ! " " E-lec'h ma oa c'hoarzadeg kent E vo neuze skrignadeg-dent; E-lec'h ma oa kanaouennou E vo neuze skrijadennou !... " Hag ar roue koz, spouronet, E verc'h en deveus kelennet; Met diskaret gant ar gozni, N'eus mui a nerz da stourm outi. Ha, skuiz gant rebechou he zad, Evit mont diouz e zaoulagad, He deus graet gant drouksperedou Eur palez kaer tost d'ar skluziou. Eno, gant hec'h amourouzien, Eman fenoz an abadenn. Eno, en aour hag er perlez, Evel an heol e par Ahez... II Ñ " Plijadur d'eoc'h er palez-man, Merc'hed jentil ha paotred skanv, Plijadur d'eoc'h ha nozvez gren, Eme eur prins en eur antren. Ar prins a zouge dilhad ru, E varo a oa hir ha du; E holI izili a verve Hag e zaoulagad a zeve. - " Ra viot deut mat, estranjour ", Eme Ahez gant eur beg flour; " -Ya, ra viot deut ar gwella Ma anvezit an traou falla." - " Neuze me 'm bo digemer mat ", A respontas an divroad, " Rak me eo 'r fall 'zo ken desket Hag an Hini 'n deus e grouet." Ha kerkent Ahez d'e bedi Da ober eun dro-zañs ganti, Hag an holl, a-eneb Doue, Gwasa ma c'hellent a doue. Pa oa d 'an abadenn-se fin, Dañser Ahez, en eur c'hoarzin Hag en eur sevel e ziouskoa, A lavaras: " N'ouzoc'h netra !" " Kerc'hit d'in-me eus a Gêr-lz Veseilhou santel an iliz; Kerc'hit kroaz ar C'hrusifiet, Eun osti sakr hag e welfet !" Ahez a respontas timat: " Kavet 'vint e iliz va zad; Rak va zad diot c'hoaz a gred En trompler-se a Nazared !..." Tri a redas e berr-amzer Hag a ziskaras an aoter, Hag an traou sakr a voe douget Etre o daouarn milliget. Ar Prins Ruz, raktal m'o gwelas, A greiz e galon a c'hoarzas Hag a lavaras joa ennañ: - " Plijadur d'eoc'h er palez-mañ ! " Da genta, a daoliou botou, E vruzunas ar veseilhou. Goude 'flastras ar grusifi Hag e krañchas war an osti !... Ha warno, gant an holl en noaz, En eur gana: " Malloz d'ar Groaz ! " 'Reas, e seiz stumm disheñvel, Dañsou ar Seiz Pec'hed Marvel. Kerkent ar palez a grenas Hag ar c'hurunou a strakas, Hag a-dreuz o sellou nec'het E skoas tan glas al luc'hed. - "Na c'houi 'wel", eme ar Prins Ru, "Me 'laka Doue war e du..." Hag e lavarent gant glac'har: - "Ahez he deus kavet he far !.. " III Pa oa fin d'ar sakrilejou, Mesajer an drouksperedou, Chomet e-unan er palez, A dostaas da gaout Ahez. -" Va dousig koant, merc'h da C'hralon Ha muia karet va c'halon, Ha n'hellfen-me ket, eneb giz, Gwelout alc'houez skluziou Kêr-lz ? " - " Va zad a zoug en e gerc'henn Eun alc'houez aour diouz eur chadenn. Va zad breman a zo kousket Ha kaout an alc'houez n'hellan ket." Met hen d'he zreid en em strinkas Ha d'he dournig flour a bokas, Hag he dallas gant e sellou, Karget a dan hag a zaelou. IV Hep gout ar pez a dremene, Neuze eur pennad ac'hane, En e balez ar roue koz A oa kousket e kreiz an noz. Kambr paour Gralon ne oa enni Netra nemet eur grusifi Deuet a zourn eur mignon ker, Sant Kaourintin, eskob Kemper. Netra nemet eun aviel Roet c'hoaz gant eun den santel, Roet d'ezan gant Gwenole Evel eur merk a garante. Kaer en e gozni, 'vel eun êl, E kouske roue Breiz-lzel Hag, en dro d'e dal, e vleo gwenn A re, dispak, eur gurunenn. Neuze Ahez, ar brinsez fall, Evel pa vije skoet dall, En e gambr, hep aon rak Doue, A zeu da laerez an alc'houe. 'N eur vale skañv war veg he zroad E tosta ar verc'h ouz he zad Ha goustadik, eus e gerc'henn, E tenn, hep c'hoarzin, ar chadenn. V Piou 'zo 'tont du-hont gant ar ru, Pignet war eun inkane du, Hag hen d'an daoulamm war e gein Ken na strink an tan diouz ar vein ? Hennez eo mesajer Doue, Digaset en Iz d'ar roue; Hennez eo abostol ar feiz, Sant Wenole, karet e Breiz. Tostât a ra 'n eur c'haloupat, En e zourn dehou e vaz-abad, Hag eur stol aour war e sae wenn Hag eur c'helc'h tan en dro d'e benn. Setu heñ 'tal dor ar palez E-lec'h 'mañ kousket tad Ahez. Diwar e varc'h, an den santel A c'halv, en noz, a vouez uhel. - " Gralon ! Gralon ! sav hep dale, Sav evit heulia Gwenole; Sav evit tec'hout raog ar mor: Skluziou Kêr-lz a zo digor Hag ar roue koz trubuilhet Er-rnaez e wele 'zo sailhet: - " D'in-me, d'in-me, va marc'h prima ! Siouaz, peurgollet ar gêr-ma ! Ha war e varc'h, e-berr-amzer, E kerz da heul e vignon ker. Ha war o lerc'h, eur eur yudal, E klevont ar mor o ruilhal. Neuze ar brinsez dirollet, Hec'h amourous ganti kollet, Dre Gêr-lz, a-gleiz hag a zeho, A rede, dispaket he bleo. Met a glev daoulamm ar c'hezek A-raok ar mor o tiredek, Dre al luc'hed, gant nec'hamant, Ec'h anvez he zad hag ar Sant. - " Va zad, va zad, ma am c'harit, War ho marc'h skanv va c'hemerit Hag, hep respont, an tad tener, A sav e verc'h war an tailher. Kerkent, ar mor a vuana Ha Gwenole, en eur grena, A gri: " Gralon, taol an diaoul-se Diwar dailher da inkane !... Koulskoude c'hoaz, leun a enkrez, An tad a zalc'h ar bec'herez. Met ar Sant a ra sin ar groaz, A zeu hag a sko gant e vaz. Kerkent mestrez an droukspered A ruilh er mor bras fuloret Hag e klev tost ar roue koz Eur c'hoarz skiltrus e kreiz an noz. Met rentet skañvoc'h hep dale, E sailh prim, da heul Gwenole; Hag e varc'h, gleb e beder c'har, A lamm eus ar mor en douar. Bremañ aet da Vari Vorgan, Ahez, ouz skeud al loar, a gan, A gan hag, en eur vousc'hoarzin, A grib er mor he bleo bezin. VI Da sav-heol, ar Sant ha Gralon A bigne war lein Menez-C'homm A zo e dreid e-barz an trez Hag a sell ouz Douarnenez. Ac'hane, roue Breiz-lzel War e lerc'h a daolas eur sell; Met e-lec'h Iz gant he dek dor Ne wele mui nemet ar mor. - " Eur gêr am boa eus ar gaera Ha setu hi aet da netra !... ", Hag e galon holl a frailhas Hag e zaoulagad a ouelas. - " Gralon, Gralon", 'me Wenole, " Gralon, d'an daoulin ganin-me ! Ha Gralon, dindan e c'hlac'har, Gouezas d'an daoulin d'an douar. Hag eno, dispak e vleo gwenn Hag e dal stouet er boultrenn, E lavare c'hoaz ar roue: " Ra vo graet bolontez Doue ! " Pa savas diwar e zaoulin, Dindan tan flamm heol ar mintin, E welas, a-dreuz e zaelou, O luc'ha Maen Ruz ar Goulou War ar maen-se, hon tadou koz A skuilhe gwad d'eun doue faos Hag ar roue, e berr-amzer, A lavaras d'e vignon ker: - " Du-hont, en eñvor a Gêr-lz, " Me 'savo d'ar feiz eun iliz " Hag, evit testeni d'an holl, " M' hec'h anvo: iliz Rumengol. " Rak war daol-vaen ruz Tentatez " Me 'lakay da ren ar Werc'hez " Ha bep bloaz, en enor d'ar groaz, " E rin ober eur pardon bras. Eno an holl ud aflijet " A gavo d'o foaniou remed " Ha silvidigez d'o ene, " Dre c'hras Mari, gwir vamm Doue. Pa vo an doueou maro " a kouezet meur a goad dero, " Eun deiz, diouz ar peder avel, " E teuio di pobl Breiz-lzel. " Neuze, ma vez soñj eus Gralon, " E vo lavaret a galon: " Bras ar burzudou a zo bet " E-barz an amzer tremenet !... "