Ar Falc'hon Taget ar yar gant ar falc'hon, Gant ar gouerez lazhet ar c'hon; Lazhet ar c'hon, gwasket an dud; An dud paour evel loened mut. Gwasket an dud, mac'het ar vro Gant alouberien arallvro, Gant alouberien broioł Gall, An Dredernerez oc'h hengial. Mac'het ar vro, ha savet kroz, Savet yaouank, ha savet kozh; War marv ur yar hag ur falc'hon, Breizh e gwad, e tan hag e kaoń. War 'r Menez Du e gouel Yann mat, Tregont kouer en-dro d'an tantad. Ha Kado Gann, eno gante, War e forc'h houarn a harpe. "Petra 'leret-hu, paotred yod, Ha paeań ar gwirioł a reot ? Evidon-me ne baiein ket! Gwell e ve ganin bout krouget!" "Evidon ne rin kennebeut! Noazh va faotred, va chatal treut; Ne rin ket m'hen toue ruz glaou-tan, Sant Kado kerkoulz ha sant Yann!" "Me, ma danvez a ya da goll, Da goll ez an en holl d'an holl; Ken na vo ar bloaz achuet, 'Vo ret din mont da glask ma boued." "Da glask ho poued c'hwi ne yey ket, En tu ganin ne laran ket; Mar deo trouz ha kann a glaskont Ken na strinko 'n deiz e kavfont!" "Kent an deiz "kavfont trouz ha karin! Ni 'ni hen toue mor ha taran! Ni 'ni hen toue stered ha loar! Ni 'ni hen toue neńv ha douar!" Hag eń da gemer ur skod-tan, Ha pep un' ur skod eveltań: "En hent, paotred, en hent bremań! Ha prim etrezek Keraran." E wreg gantań er penn a-raok, War ne skoaz kleiz ur c'hrog a grog, Hag hi o kanań tre ma yee: "Timat! timat! va bugale! N'eo ket 'vit mont da glask o boued Em eus va zregont mab ganet; N'o ket evit dougen keuneud, Na dougen ar samm kennebeut! N'eo ket evit dougen ar samm Emaint bet ganet gant o mamm, N'eo ket evit pilań lann kroaz, Pilań lann kroaz gant o zreid noazh; N'eo ket evit 'hend-all evit peuriń Rońsed, chas-red hag evned kri : Nemet da lazhań 'r vac'herien, Am eus-me ganet va mibien!" Hag eus an eil tan d'egile Ez aent, hed-ha-hed ar mene: "Timat! timat! boud! boud! you! you! Tan ruz war gwizien ar gwirioł!" O tont d'an traoń gant ar mene Tri mil ha kant a oa ane; Ha pa oant degoue'et e Langoad, E oant nav mil en ur bagad. Pa oant degoue'et da Geraran, E oant tregont mil ha tri c'hant; Ha Kado vras a lavare; "Ai 'ta amań an hini eo!" N'oa ket e gomz peurlavaret, Tri c'hant karrad lann oa kaset Ha laket tro-war-dro d'ar gźr, Hag an tan enni foll ha taer; Un tan ken foll, un tan ken taer Ma teuze ennań ar ferc'hier. Ma strake ennań an eskern Evel 're zaonet en ifern. Ma yudent gant kounnar, en noz, Evel bleizi kouezhet er foz; Ha 'tronoz pa savas an heol, Oa 'r wiraerien luduet-holl. "Lazhet ar c'hon": ar chas, Kervarker en doa komprenet "lazhet ar c'hont" "an dredernerez": an drederennerez "hengial" blejal evel ar vuoc'h a c'houlenn an tarv "ni 'ni hen toue mor ha taran": ni an hini hen toue...