An Erminig An delioù 'zigor en dero Kent evit digeriñ er fav; Bleiz a c'hed an taro... Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Bleiz a c'hed an taro: Eus dek, mervel a ray nav. Yann an tarv, ha Gwilhaou ar bleiz A zo daou gilhern, war va feiz: Laou en aod 'zo 'c'hedal, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Laou en aod 'zo 'c'hedal, Yannig o tont o neuial. "Mar deo bevin fresk a glasket; Evit an deiz n'ho pezo ket; 'Met kerniel hir lemmet, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! 'Met kerniel hir lemmet, D'ho tivouellañ, mar keret." Katellig fur, a, erminig A c'hoarzhe a-rez he zoullig: "Sellet peger soublik Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! "Sellet peger soublik C'Hoari Gwilhaou penntoullig, Gwilhaou penntoullig a c'hoari, Paourig! war vegig kerniel kri: Me 'gave din oa gwell... Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Me 'gave din oa gwell... Gwell da zent 'vit e gerniel." Yann 'ya d'an traoñ, Yann 'ya d'an nec'h: "Ai 'ta! dao, Gwilhaou, war e lerc'h! Difraezh 'vi evitañ, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Difraezh 'vi evitañ, Skuizh eo, kamm eo; te 'zo skañv!" Skuizhet a-walc'h emañ ganin; Bremaïk e reizhïoniñ!" "Ao! ao! Yann ar Saoz, tec'h! Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! "Ao! ao! Yann ar Saoz, tec'h! 'Mañ an diaoul bras war da lerc'h!" Pradoù o deus-int tremenet, Poazhañ ar geot i o deus graet; Parkoù 'deus-int treuzet, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Parkoù 'deus-int treuzet, Ne c'hreunio na kerc'h nag ed. Ne vroñso gwez el liorzhao; Pikous ar bleuñ, 'vel gant ar glao. Me 'garfe, 'm gwirione, Osa! skes! skes! Osa! skes! skes! Me 'garfe, 'm gwirione, 'N em dagfent 'n eil egile! "kilhenn": tabuter, emganner "difraezh": hep poan "vi evitañ": bezañ evit u.b. = bezañ gouest da zont a-benn eus u.b. "reizhïoniñ": lakaat da vezañ reizh, da blegañ "liorzhao": liorzhoù, o kenglotañ gant glao "'m gwirione": em gwirionez