Emzivadez Lannuon Er bloavezh-mañ mil c'hwec'h kant pevar-ugent trizek, Er gêrig a Lannuon zo ur gwalleur c'hoarve'et; Er gêrig a Lannuon en un ostaleri, Da Berinaïg Migon a oa matezh enni. "Aozet deomp-ni, ostizez, pep tra evit koaniañ: Stlipoù fresk, ha kig rostet, ha gwin mat da evañ!" P'o doe debret hag evet pep hini leizh e ler: "Setu arc'hant, ostizez, kontet blank ha diner; Setu arc'hant, ostizez, kontet blank ha diner; Ho matezh gant ul letern, da zont d'hor c'has d'ar ger!" Pa oant-i war an hent bras ur pennadig mat aet, Ur gomz kuzh war-benn ar plac'h 'treze oa et laret. "Plac'hig koant, ho tentigoù, ho tal hag ho tivjod, A zo gwenn evel eon ar c'hoummoù, war an aod." "Maltoterien, me ho ped, em lezet evel on, Evel laket gant Doue, laket gant Doue on; Ha pa ven kant gwech bravoc'h, ya, kant gwech bravoc'h c'hoazh, Ne ven 'vidoc'h, aotronez, ne ven na well na wazh." "Hervez ho komzoù mignon, va merc'hig, me a gred, D'ar govant o teskiñ pred gant menec'h emaoc'h bet." "D'ar govant o teskiñ preg e Begar n'emaon bet. Na kennebeut e lec'h all, avat, gant kloareg 'bet; Hogen, e-barzh em zi-me ha war oaled va zad, Em eus graet, va aotronez, pep seurt menozioù mat." "Taolet aze ho letern, ha c'hwezhet ho koulo; Set' ur yalc'h leun a arc'hant, ma hoc'h eus c'hoant, he po." "N'eo ket me eo 'r femelenn, a vez dre ruioù kêêr, O kemeret daouzek blank ha c'hoazh triwec'h diner! Me 'm eus da vreur ur beleg a gêr a Lannuon; Mar klevfe pezh a leret, 'rannafe e galon. Me ho ped, maltoterien, pezet ar vadelezh D'am zeurel e-kreiz ar mor kent e'it kement a c'hloez! Me ho ped, ma aotronez, kent e'it kement ' c'hlac'har, Kemeret ar vadelezh d'am lakat bev an douar." Perinañ ' doe ur vestrez karget a vadelezh, A chomas war an oaled da c'hortoz he matezh; "Savet 'ta, tra dibreder, savet 'ta, senesal, Da vont da sikour ur plac'h, en he gwad o neuial." E-kichen kroaz Sant Jozef oa bet kavet maro; He letern en he c'hichen, ha beo he goulo. "kent e'it kement a c'hloez": a-raok kement a c'hloaz