Ar Chouanted Er re gozh hag er merc'hed hag er baotred vihan, Hag er re ne nint ket gouest de vonet d'en emgann, A laro en o zîer, a-barzh mont de gousket, Ur pater hag un ave evit er Chouanted. Er Chouanted zou tud vat, i zou gwir grechenion, Savet de zifenn hun bro koulz el hun beleion; Mar skoont ār tal hou tour, m'hou ped, digouret de: Doue else, me zud vat, 'digoray deoc'h un de. Julian blev-ruz a lare d'e vamm-gozh ur mitin: "Me 'ya-me get Tinteniag, rak monet a blij dein." "De deu vrer' deus me laosket, ha te me laosk ive! Mes mar plij dit de vonet, ra de renay Doue!" Pa zeue er c'haouanted, eus a bop korn a Vreizh, A Dreger hag a Gernev, hag a Wened e-leizh, Er Re c'hlas 'degouezh gete, e maner Koatlogen, Eus a gostezieu Bro-C'Hall, tri mil en ur vandenn. "Chetu en eur e sonein, chetu en eur sonet, Ma emgavfemp, ur wec'h c'hoazh, get er c'hozh soudarded, Bec'h arnoc'h, paotred a Vreizh, bec'h arnoc'h, ha gwelemp! Mar 'maņ 'n Diaoul en tu gete, 'maņ Doue en tu genemp!" Ha pe oant deut de grogein, eņ 'darc'he el un o'ac'h; Gete bop a fuzuilh vat, gantaņ 'meit e benn-bazh, E benn-bazh, hag e chapeled eus a Santez-Anna, Ha kement a dosteie a oa pilet getaņ. Ha toullet-kaer oa e dog, ha toullet e chupenn, Ha loud ag e vlev troc'het get un taol a sabrenn, Hag er gwad a zivere demeus toull e goste; Ha n'arsave e tarc'hout, hag oc'hpenn e kane. Ken n'hen gwelis ket mui tamm, hag e welis en-dro, Hag eņ tennet a-gostez dindan ur wenn dero, E ouilein leiz e galon, chouket getoņ e benn, En eutreu Tinteniag peur a-dreuz ār e varlenn. Ha p'achiue en emgann ar-dro en nozeozh, Chouanted a zidoste, re yaouank ha re gozh, Hag a denne ou zokeu, hag a lare 'else: "Chetu 'maņ goneet genemp, hag eņ, siwazh! marv eo!"