Emglev ar Vretoned evit an Demokratelezh, BP 103, 29833 KARAEZ Cédex Bet savet d’ar sadorn 28 a viz Here e Karaez GALV BREIZH - APPEL DE CARHAIX Ar bloavezhioł-mań o deus kalz a Vretoned savet gant nerzh goulennoł o tennań da diorroadur yezh ha sevenadur Breizh, d’ar c’hempenn-Bro, da doujańs an endro ha d’an araokadur ekonomik. Embannet int bet didro-kaer, en ur mod nevez ha kreńv gant ul lodenn vras eus ar boblańs, oberiant pe get. Reizh eo e vije sevenaet ar goulennoł-mań gant an emsavadurioł hag ar renkad politikel, hervez reolennoł diazez an demokratelezh a zere ouzh ur republik. Peurliesań siwazh n’eus bet respont all ebet nemet promesaoł goullo pe prezegennoł o kas an traoł bepred pelloc’h : dismegańs ha kunujennoł a-wechoł zoken. Un diouer a zemokratelezh e tiskouez kement-mań, grevus e efedoł hag enkreziusoc’h c’hoazh evit an amzer da zont. GALV AN EMGLEV Savet eo bet Emglev ar Vretoned evit an Demokratelezh d’an 28 a viz Here e Karaez gant un dornad keodediz eus Breizh a-bezh. Kinnig a ra d’an holl re a ro buhez da Vreizh an deiz a hirie dont d’e vrasaat, war diazezoł an demokratelezh ha Gwirioł Mab-Den. N’en deus ket e blas en hon zouez eta kement hini a dennfe e gaozioł pe e emzalc’h d’ar ouennelouriezh pe d’an enebiezh ouzh al liested sevenadurel. N'OMP KET EVIT DEGEMER ma vije gwasket buhez ar gevredigezh e Breizh gant ar feulster, goude ma ne fell ket dezhi mont gant an hent-se, ha mouget ar vuhez politikel dre voustrań war an dud goude bezań bet o hisań hervez doareoł deut da vezań kustum. na vije kinniget ouzh he c’hoantoł nemet mogerioł da vont da skeiń a-benn oute. EMBANN A REOMP ez eo ret ha mallus evit buhez an demokratelezh e Breizh seveniń ar c’hoantoł-mań, e tenn ar c’hoantoł-mań, en o zouez diorroadur ijin sevenadurel Pobl Breizh, bev ha digor da liested an denelezh, d’un dibab politikel a sell ouzh kement hini a samm e lod e buhez sokial Breizh, ne c’hell ar c’hoantoł-mań bezań sevenet nemet ha troc’het e vefe, dreistholl gant dilennidi Breizh, digant dibab ar Stad mont gant hent ar brezel. GOULENN A REOMP Ma vo sevenet hepdale ar 5 c’hoant-mań, kenstag ha ken pouezus all an eil hag egile : Ur statud publik rannvroel evit ar skolioł Diwan, kement hag ober ur c’hammed war-raok betek anavezout ar c’helenn brezhonek evel perzh servij publik ar gelennadurezh e Breizh, Kemm ar Vonreizh evit ma c’hello Bro C’hall doujań ouzh he dalc’hoł e-keńver Europa hag ar bed a-bezh (Karta Europa ar yezhoł izelaet, Emglev etrevroadel war wirioł ar Vugale - mellad 30 - ...), Ur gwir galloud da Guzul Bro Vreizh, ledanaet e berzhioł politikel ha kresket e deńzor, war dachennoł ar c’hempenn-Bro, ar sevenadur, an endro hag an armerzh,.. Adunvanidigezh velestradurel Breizh, Ur raktres-stur, evit ma c’hello ar Vretoned mestroniań ekonomiezh o bro en ur mod kempouez ha padus a-benn talań ouzh hollvedekadur an eskemmoł. AR SINERIEN GENTAŃ: GRALL Charlie, AR BEG Loeļz, JACQ Angčle,PERAZZI Jean-Charles, JAKEZ Fulub, KERNEIS Yann-Fańch, BERNARD Jakez,BOCCOU pascal, ROBIN Jean-Dominique, KERVELLA Riwanon, GAUTILLH Gérard,POIRIER Claudie, TROADEG Christian, KERNALEGENN Daniel, MELL Fulub,LAVANANT Andrev, BOCQUENET Loeļz, GRANVILLE Emile, MEVEL Jean-Yves.