BRUG War ar bajenn-mañ, e tispleger petra eo ar studiadenn a zo bet savet gand Fañch Broudic diwar-benn ar gelaouenn "Brug", bet embannet gand Emile Masson e 1913-1914. DANVEZ AL LEOR BROUDIG (Fañch). - Al liberterien hag ar brezoneg. Brug : 1913-1914. - Brest : Brud Nevez, 1983. - 285 p. ISBN : 2-86775-000-8. "Eun dra bennag a zo da jeñch er bed... Ar re baour a labour a-hed o buhez evid pinvidikaad ar re a zo re binvidig dija... Al labourerien a zo nerz ar vro, ar gwir bobl... N'eus nemed an dud pinvidig-braz hag o-deus eur Vamm-Vro... Er lezenn a ve groeit aveid er re beur ne dint nemed hanter-lezenneu... Me garehe e komandehe er bobl ha nompaz er penneu braz..." Piou a zoñjfe eo e 1913-1914 eo bet embannet ar homzou-mañ en eur gelaouenn vrezoneg ? Liberterien eo o-deus skrivet anezo, da honid peizanted Breiz-Izel d'an dispah ha d'ar sosialism : Emil Masson, a oa kelenner e Pondi; ar gwenedour dianavezet Juluan Dupuis; al leonard Joz ar Braz... "Brug" : eur gelaouenn vihan n'eo bet padet nemed 19 miz, n'eus bet embannet avad hini all ebed evelti e brezoneg, na neuze, nag abaoe... TAOLENN AL LEOR Raglavar. Penaoz eo bet digemeret Brug. Eur gelaouenn dister ? Piou a oa ar Vrugerien ? F. Le Levé Emil Masson Eostig Kerineg Louis Napoléon ar Rouz Joz ar Braz J. Dupuis Ar skrivagnerien vrezoneg all Jean-Julien Lemordant Perag embann Brug ? Niver ar vrezonegerien e Breiz-Izel Breiz e-keñver politik a-raog ar brezel 1914 Stad an traou e Breiz ha dreist-oll war ar mêz Breiz hag ar vro, hervez Brug. An arme, hervez Brug. Ar relijion hag an Iliz, hervez Brug. Ar skol, hervez Brug. Brug hag ar brezoneg. Evid kloza. Stagadennou : Elisée Reclus e brezoneg. Eun dibab a bennadou tennet euz "Brug". PETRA EO BET "BRUG" ? Pennad 1 A-dra-zur, e kaver e Brug heb diêzamant eun hekleo euz tezennou an oll re hag a oa d'ar houlz-ze war o spered ar zoñj da ziazeza ar sosialism en o bro. En eur skriva, da skwer, ez eus eun dra bennag de jeñch er vro, ne ree Brug, nemed adlared en he feson ar pez a skrive a-hend-all an oll gazetennou sosialist. Heñvel e reent o poueza war an enebiez a zo : - etre an daou vagad-tud - etre ar binvidien hag ar beorien - etre ar sujidi hag ar vistri o hervel ar re a zo e stumm-pe-stumm dindan tud all, da veza o zalver o-unan, ha da unani o nerz gand hini o breudeur a labour. E-keñver relijion zoken, en em gav Brug evel ar sosialisted all da houlenn librente evid peb unan, ha da zisklêria n'eo ket ar relijion eun afer a stad, med afer an dud o-unan ma karont, hag hini ar veleien. Med mond pelloh a ra Brug e meur a geñver, war roudou an anarchisted hag al liberterien. - Dre he menoz da genta: savet eo bet da vruda tezennou ar sosialism e-touez ar gouerien hag an dud diwar ar mêz. N'eus ket bet kalz oh ober kemend-ali, rag abaoe ar 1a « Internationale », eo war ar vicherourien e oa diazezet ar stourm evid ar sosialism. Bet zo bet tabutou e penn kenta ar hantved etre sosialisted da houzoud peseurt pouez a hell pe a rank beza roet d'ar broiou « di-istor », pe d'ar broiou peizanted, evid pez a zell ar stourm evid ar sosialism. Ar Vrugerien ha Masson a gave dezo ne helle ket beza greet an dispah en eur vro heb ar beizanted, pe ma vije ar beizanted a-eneb. - Dre he doareou da houde: e brezoneg eo e oa skrivet Brug evid ar muia, dre ma oa ar brezoneg e penn kenta ar hantved yez kazimant an oll e Breiz-Izel, da nebeuta war ar mêz. An nevezenti vraz digaset gand Brug eo just a-walh e oa skrivet e brezoneg ha n'eo ket e galleg, hag e oa en em lakeet da embann leoriou bihan e brezoneg. Beteg neuze, e oa bet nebeud implijet ar brezoneg dre skrid gand an dud a gleiz hag an dispaherien. - Dre he skridou da houde c'hoaz: red eo gortoz diweza niverenn Brug evid ma vije lakeet diskred enni war an deputeed sosialist (a oa unan nemetken o paouez beza anvet e Breiz!); med adaleg ar penn kenta, eo anad e fell dezi ober brezel d'an oll re a zo o « flastra » al labourerien : ar mestrou hag an aotrounez, ar veleien, ha tud ar gouarnamant, ar Bartoued hag ar Brianted... Eun hekleo striz a gaver amañ euz tezennou unan euz pennou braz al liberterien, S. Faure: Dans la société actuelle, l'Autorité revêt trois formes principales engendrant trois groupes de contraintes: la forme politique: l'Etat; la forme économique: le Capital; la forme morale: la Religion. Evid pez a zell ar « vammvro » ivez, en em gav Brug war roudou al liberterien: al labourerien hag ar bobl eo ar vammvro hag ar vroad, a lavar-hi; ha kredi a ra en eur vreudeuriez etre labourerien euz an oll vroiou ha rannvroiou. Bakounine (daoust ma ne vez ket meneget gand ar Vrugerien) e-noa skrivet eur pennad sklêr war ze: "L'Etat n'est pas la Patrie; c'est l'abstraction, la fiction métaphysique, mystique, politique, juridique de la Patrie. Les masses populaires de tous les pays aiment profondément leur patrie; mais c'est un amour naturel, reél; le patriotisme du peuple n'est pas une idée, mais un fait (...)". Kaoud a reer ivez e skridou Bakounine eur ger bennag diwar-benn ar "rannyezou hag a reer fae warno" pa gomz euz gouarnamanchou a-ziwar-lerh ar Frañs, ar Rusi hag ar Prus, hag a ha beteg "mépriser les dialectes des populations non lettrées niant implicitement la liberté des provinces et l'autonomie réelle des communes". Ha koulskoude, ne weler menegi med ral eur wech war Vrug an doareou-stourm hag a zo, hervez J. Maitron en e dezenn, re an anarchisted. War dachenn ar politik, e houlennont, emezañ, ma ne vije kemeret perz e mod nag e fesoñ ebed er votadegou. Evid pez a zell an arme, e rank an danvez-soudarded pe dizerti, pe enebi euz an diabarz eur wech soudardet. War dachenn an ekonomiez, e ranker diskregi diouz ai labour, da hortoz grev an oil a dalvezo emaer oh ober an Dispah. Padal, mud eo chomet Brug war an oll zoareou-stourm-ze. Evid pez a zell ar béd nevez a zo da veza savet, on-eus gwelet ne oa ket E. Masson ha J. Dupuis tre euz ar memez ali. Muioh sosialist e tiskouez beza Dupuis pa houlenn eur wir Republik, hag e vo disklêriet ganti estreged hanter-lezennou. Muioh anarchist e tiskouez beza Masson, pa houlenn en eun doare entanet evel boaz : "que la Bretagne ne soit enfin qu'une immense Confédération de toutes les puissances économiques et morales qu'elle développe". N'e-no ket skrivet Bakounine en eun doare disheñvel : "La future organisation sociale doit être faite seulement de bas en haut, par la libre association et fédération des travailleurs dans les associations d'abord, puis dans les communes, dans les régions, dans les nations et finalement dans une grande fédération internationale et universelle". (...) 'Barz fin ar gont, e heller lavared eta eo bet Brug e gwirionez eur gelaouenn brezoneg-galleg anarchist dindan levezon Emil Masson dreist-oll. AN DIFORH ETRE "BRUG" HA "GWALARN" Pennad 2 Ar pez a zo sur eo n'eus bet biskoaz embannet abaoe 1914 eur gelaouenn vrezoneg all da vruda tezennou anarchist (...). Reou all a zo ha n'o-deus greet int nemed gand ar brezoneg, eo ar re a vodas Roparz Hemon endro da Walarn, 12 vloaz war-lerh Brug, adaleg 1925. N'o-deus biskoaz bet embannet nemed eur "henta ha diweza disklêriadur e galleg : "Gwalarn est avant tout quelque chose de neuf et d'unique : une revue littéraire destinée à l'élite du public bretonnant et dont l'ambition n'est rien moins que d'engager la littérature bretonne sur la voie que suit depuis longtemps la littérature de maintes petites nations" (...). Ne oa ket Brug ha Gwalarn o labourad war ar memez tachenn. Med daoust pegen disheñvel int an eil diouz eben, hag abalamour da ze, just a-walh, eo a-bouez keñveria anezo ha gweled peseurt diforh a zo etrezo. Ar poent kenta eo, eh eo bet skrivet Gwalarn e brezoneg penn-da-benn, pa veze kavet ivez pennadou galleg e peb niverenn euz Brug. Petra oa 'ta neuze ar brezoneg evid Gwalarn ? Roparz Hemon eo e-neus roet ar respont en "Eur Breizad oc'h adkavout Breiz" : "Red eo d'an oll Vreiziz desket meiza o dlead e-keñver ar yez. Ra zeuint da zellout ouz ar brezoneg evel or yez n'eus nemeti (...). Dioustu e rank ar brezoneg beza eur yez unvan, gouest da zisplega kement tra, koulz hag eur yez all. Dioustu e rank ar rummad-mañ stumma eur benveg a zaskoro d'or spered e frankiz pe da goll ez ay or broadelez". Yez "nemeti" ar Vretoned eo ar brezoneg eta, "yez an estren" eo ar galleg, sed, evel Breiziz, e ranker tremen heptañ : "ar galleg en or skoliou eo spered Bo-Hall en on touez". (...) Rag ar yez eo merk ar vroadelez, ha "broadelez (a ha) a-unan gand unyezegez". (...) Hag e talh Roparz Hemon da zisplega e gredenn : "Or broadelez-ni, daoust ha n'eo ekt or mad kenta ? Daoust ha n'eo ket evidom peb tra : or frankiz, or brud, or lorhentez-pobl, e-keñver ar bed hag en or heñver-ni ? Ha daoust ha n'eo ket on dlead aberzi dezi on oll vadou all ?" (...) Med evid adsevel ha "dasorhi" ar vroadelez e Breiz, e ranker kaoud eun diazez, hag an diazez-ze, eme Roparz Hemon e 1927, ne hell beza nemed kouerien Vreiz-Izel. A re-mañ a rank dond da veza mistri er vro, ha lakaad tud ar hêriou hag ar vicherourien da blega dezo : "Kouerien Breiz-Uhel ne ouzont ket ar brezoneg. Tud ar hêriou a-hend-all, a zo oll kargidi, o veva diwar arhant ar gouarnamant, pe vicherourien o-deus beh a-walh o hounid o zamm bara, hag a zo damhallekaet war ar marhad. Evel-se, n'eus gwelloh doare da zavetei ar vro eged uhellaad ha sklêrijenna kouerien Breiz-izel, d'o lakaad da veza mistri ar vro. Eur wech ma vo kouer Breiz-izel, gand e vrezoneg, desketoh ha digorroh a spered eged paotr ar hêriou gand e halleg, e ranko, en eur vro gounidegez-douar ha labouriou bihan evel Breiz, ar hêriou plega dirag ar mêziou; ar bolitikerien a vlegn or henvroiz dizesk ha morgousket a yelo kuit pe a ranko plega ivez; hag e vo or broadelez sonn en he sao adarre". (...) Anad eo ne gaver nebleh e Brug menoziou o tisklêria e rankje tud ar hêriou plega dirag re ar mêziou (nag ar hontrol), hag e rank ar broleterien ober ar peoh gand paotred an arhant. Anad eo ivez n'eo tamm ebed ar memez stumm broadelez a zo taolennet e Brug hag e Gwalarn. E Brug, ar vroad eo ar boanierien, henn gwelet on-eus. Ma hell ivez ar vroad hervez Brug beza "lorhentez ar bobl", evel ma'h eo hervez Roparz Hemon, n'eus ket e Brug nag a enebiez nag a zrougrañs e-keñver Bro-Hall nag e-keñver ar galleg, evel ma zo e skridou Roparz Hemon. Evel an oll vroadelourien, e komz rener Gwalarn euz an "dlead" ma'h eo da beb unan "aberzi" e vuhez war aoter ar vroad : ger ebed a gement-mañ kennebeud war Vrug. Setu n'eo ket eun diforh, med eneberez eo a zo etre Brug ha Gwalarn, ha war veur a boent : - evid Roparz Hemon ar vroadelez eo a gont, ha n'eus ket da zerhel kont euz ar renkadou. Evid E. Masson hag ar Vrugerien, eo ar bagadou-tud hag ar renkadou a zo anezo da genta, ha deuz tu renkad ar boanierien en em lakaont-int a-raog peb tra, heb damanti. - savet eo bet Brug evid beza skignet e-touez ar bobl, hag e-touez ar gouerien dreist-oll. N'eo bet savet Gwalarn nemed evid an dud desket, evid eun dibab a dud. - evid Brug, eo d'ar boanierien da zond da veza mistri en o bro, dre berz o zindikajou hag o emgleoiou a beb seurt. Evid Gwalarn ne helle beza salvet Breiz nemed o heuilla blenierien: "Peleh ema or blenierien vraz, or barzed vraz?". 0 heuilla ar vlenierien hag ar varzed en em ginnig dezo, eo e hello ar gouerien lakaad ar renkadou all da blega, ha lakaad ar brezoneg da vleunia a-nevez. - setu perag he-deus greet Gwalarn an dibab da labourad war dachenn al lennegez (er penn kenta da nebeuta), hag al lennegez hepken. Dibab he-doa greet Brug labourad war an dachenn bolitikel ha sosial, heb beza dizeblant evid se ouz an oberou a lennegez nag ouz an arzou. Kalz brasoh eo bet levezon Gwalarn abaoe 1925, hag ez eo. Dibar avad eo bet ar gelaouenn Brug, pa n'eus bet den ebed, beteg-henn, evid adkregi gand an ero a oa bet boulhet ganti.