AR BREZONEG E FIN AN 20VED KANTVED War ar bajenn-mań, e vo kavet ar renta-kont deuz an enklask a zo bet kaset da benn e 1997 gand Fańch Broudic ha TMO-Régions diwar-benn implij ar brezoneg e Breiz-Izel. DANVEZ AR STUDI BROUDIG (Fańch). - Ar brezoneg hag ar vrezonegerien e 1991. Eun enklask bet kaset da benn gand "TMO-Ouest". - BRUD NEVEZ, n° 143, meurz 1991, p. 20-60. BROUDIG (Fańch). - Ar brezoneg hag ar vrezonegerien e 1997. Eun enklask bet kaset da benn gand "TMO-Régions". - BRUD NEVEZ, n° 207, genver 1998, p. 5-59. En deiz a hirio, eh eo ar seurt enklaskou a reer "ar sońdajou" anezo an doare gwella da houzoud gand ped a dud e vez komzet eur yez bennag. E 1990-91, e oa bet greet eun enklask kenta diwar-benn implij ar brezoneg. Seiz vloaz da houde, ez eus bet sońjet e oa red ober unan all. Peadra a zo da veza souezet war-lerh an enklask-mań, hag a zo bet kaset da benn a-nevez gand TMO, euz Roazon : rag abaoe seiz vloaz n'eo ket bet digresket niver ar vrezonegerien, pe nemeur. Med arabad boud laouen re vuan : n'eo netra ken nemed abalamour ma h int kosaet euz a galz. An deiz a hirio, zo 2 vrezoneger diwar 3 hag a zo en tu-hont da 60 vloaz... . Anchor-TAOLENN-48213Anchor-TAOLENN-48213Anchor-TAOLENN-48213 TAOLENN AR STUDI Raglavar Brezoneg a gomprenit ? Brezoneg a gomzit ? Lenn brezoneg Skriva brezoneg Yez ar re goz, muioh-mui Piou ar vrezonegerien, a-hend-all ? Pegen aliez e komzit brezoneg ? Petra a blij deoh kaozeal ? Peleh e komzer brezoneg ? Gand piou e komzer brezoneg ? Penaoz ho-peus desket brezoneg ? A-raog mond d'ar skol... Ar vugale hag o zud... Daoust ha red eo mired ar brezoneg ? Daoust ha padoud a ray ar brezoneg ? Ar brezoneg er skol Ar brezoneg er radio hag en tele Ar panellou en diou yez Beza Breizad ha komz brezoneg Peseurt lańs ? Pegement a vrezonegerien a zo ? BREZONEG A GOMZIT ? [Enklask F. Broudic / TMO-Régions, 1997]. Etre ar re a gompren "mad-tre" hag ar re gompren "mad a-walh", en em gaver gand 31% a dud o kompren. An dra-ze a ra tro 370 000 a dud e Breiz-izel. E-keńver ar re a gompren, 'zo eun hanter nebeutoh o veza kat da gaozeal : 20% nemetken en oll, etre ar re a zo gouest da gomz "mad-tre" hag ar re a ra "mad a-walh". Talvezoud a ra an dregantad-mań a zo tro 240 000 a vrezonegerien en Breiz-Izel (oajet a 15 vloaz da nebeuta). E 1991, e oa 21% : da lavared eo, n'eus ket bet a goll, pe nemeur, abaoe 7 vloaz. Peadra a zo da veza souezet gand kement-mań eun tamm mad, rag en gortoz e oa peb unan e vije bet koazet c'hoaz niver ar vrezonegerien. Med arabad boud laouen re vuan : ma n'eo ket bet diskennet an niver a vrezonegerien abaoe seiz vloaz, eh eo netra ken med abalamour ma h int bet kosaet, evel a vo gwelet pelloh. Hirio, eur hard all deuz an dud a vez laret ganto e hellont distripa eur ger bennag. Med ouspenn eun hanter frank n'ouzont tamm brezoneg ebed. YEZ AR RE GOZ, MUIOH-MUI Ma vez ingalet ar vrezonegerien hervez an oad o-deus, emaom kerkent o vond da weled n'eus ket deuz outo, pe nemeur, e-touez ar re yaouanka : [Enklask F. Broudic / TMO-Régions, 1997]. Ar pez a sko an daoulagad war an dresadenn a-uz, eo o-deus eun hanter deuz ar vrezonegerien etre 60 vloaz ha 74 vloaz. Ma laker ive da heul ar re-mań ar re hag o-deus tapet dija o 75 vloaz hag ouspenn, e sav an dregantad da 67%. Da lavared eo, a zo hirio an deiz daou vrezoneger diwar dri hag a zo en tu-hont da 60 vloaz. An dra-mań a dalv penaoz zo war-dro 160 000 a vrezonegerien (diwar 240 000 eta) hag o-deus dibaseet an oad a 60 vloaz. Seiz vloaz 'zo, ne oa ket ken gwaz an traou : neuze, ne oa nemed 45% deuz ar vrezonegerien o veza oajet a 60 vloaz da nebeuta. 'Barz ar gont-se, anad eo n'eus ket kalz a dud er rummajou yaouanka : a-boan ma weler war an dresadenn n'eus nemed 0,5% e-touez ar re 15-19 vloaz. E rumm ar re 20-39 bloaz, a zo 5% anezo. En oll, dindan 40 vloaz, e hallje beza war-dro 13 000 a dud o houzoud brezoneg a-walh da gaozeal anezań. Chom a ra neuze 67 000 a dud e rumm ar re 40-59 bloaz, da lared eo 28%. Evid lenn, eo ar memestra : 60% deuz ar re a zo gouest da lenn brezoneg a zo eet en tu all da 60 vloaz. 12% a zo evelkent dindan 40 vloaz. Evid pez a zell skriva, eo gwasoh c'hoaz : n'eus nemed unanig bennag dindan 40 vloaz o houzoud ober. En gwirionez, eo adarre e-touez ar re hag o-deus dibaseet an oad a 60 vloaz - ha n'eo ket souezuz, en eur mod - e kaver ar muia a dud o tisklęria eh ouzont skriva brezoneg : - 13% e rumm ar re 60-74 vloaz; - 17% e rumm ar re hag a zo kosoh evid 75 vloaz. Ha c'hoaz, e lavaront kazimant oll n'ouzont ket skriva gwall-vad PETRA 'GAVIT AR GWELLA KAOZEAL ? Pa houlenner digand ar vrezonegerien : "daoust ha brezoneg pe halleg a gaozeit an aliesa", sed amań ar respońchou a vez tapet kaoud : Daoust ha komz brezoneg a rit... aliesoh evid galleg E 1990 19% E 1997 12% kement ha galleg E 1990 7% E 1997 10% nebeutoh evid galleg E 1990 74% E 1997 77% Eun disterra eo kresket an dregantad deuz ar re hag a gomz nebeutoh evid galleg. War rouesaad eo eet avad ar re hag a gustum ober muioh gand ar brezoneg evid na reont gand ar yez all. Evid al lodenn vrasa deuz ar vrezonegerien, ar brezoneg n'eo ket ar yez a reont ganti ar muia. Pa vez goulennet digand ar vrezonegerien bepred : "petra blij deoh kaozeal ?", eo disheńvel ar respońchou hervez an oad o-deus ar re emaer o kaozeal ganto. Gand ar vugale hag ar re yaouank, 95% deuz ar vrezonegerien a gav gwelloh kaozeal galleg. En eur stumm, n'eo ket iskiz, peogwir eh ouzom eo koz al lodenn vrasa deuz ar vrezonegerien, ha pa h ouzom ive ne oar ket ar yaouankiz a vrezoneg nemeur. Setu perag ive moarvad o-deus ar vrezonegerien ar zantimant da gaozeal an diou yez hanter-hanter, tost da vad, p'emaint gand tud deuz o oad. An tech avad a zo kaozeal brezoneg gand ar re goz. Ar hontrol kazimant deuz ar pez a reer gand ar re yaouank. [Enklask F. Broudic / TMO-Régions, 1997]. N'eus forz penaoz, ne vo ket kaozeet ar memez yez adaleg ma vez unan bennag en eur strollad pe en eur bodad-tud ha ne oar ket a vrezoneg : En eur bodad-tud... Petra 'gavit ar gwella kaozeal ma oar an oll brezoneg BREZONEG 79,5% GALLEG 18,0% HEB RESPONT 2,5% ma zo unan bennag ne oar ket a vrezoneg BREZONEG 7,0% GALLEG 90,0% HEB RESPONT 3,0% % Al lańs a zo gand ar galleg, peogwir e kavo gwelloh bepred eur brezoneger kaozeal galleg adaleg ma vo unan bennag en eur bodad-tud ha ne ouio ket a vrezoneg. Ar hontrol-mik a vo evelato pa ouio an oll brezoneg. War ar poent-mań eo kreńvaet implij ar brezoneg e-keńver 1991. AR BREZONEG HAG AR SKOL Dre vraz, n'eo ket bet cheńchet santimant an dud, evid pez a zell kelennadurez ar brezoneg. E 1991, e oa dija 77,5% deuz an dud a-du evid ma vefe kelennet ar yez er skoliou. Hirio, eo dam-heńvel an dregantad, peogwir e sav da 80% : Enklask F. Broudic / TMO-Régions, 1997. Ar pez a zo cheńchet avad, eo menoziou an dud diwar-benn ar seurt kelennadurez a rankfed pourchas d'ar vugale. E-touez ar re hag a zo a-du gand kelennadurez ar yez, eo dispartiet bremań ar respońchou evel-henn. Kelennadurez ar brezoneg a rank beza... di-red en oll skoliou 1991 88,5% 1997 72,0% er skoliou spisializet evel Diwan pe er hlasou diou-yezeg nemetken 1991 8,5% 1997 16,0% red en oll skoliou 1991 2,5% 1997 7,0% heb respont 1991 0,5% 1997 5,0% Diazez : ar 80% deuz an dud hag a zo a-du gand kelennadurez ar brezoneg. Bepred ema al lodenn vrasa deuz an dud evid ma vefe kelennet brezoneg en eun doare di-red en oll skoloiou. Med ma zo 5% a dud bremań ha n'ouzont ket petra respont, eo kresket deuz 5 poent ar re hag a zońj gante e vefe mad lakaad an oll vugale da zeski brezoneg en oll skoliou, ha dreist-oll eo kresket deuz eun hanter ar re hag a gav dezo ema ar brezoneg da veza kelennet nemetken e skoliou spisializet evel Diwan pe ar hlasou diou-yezeg. Sed hag a ziskouez al lańs a zo gand ar skoliou-mań ; sed hag a ziskouez ive penaoz int gwelet mad, kalz muioh evid na oant e 1991 da nebeuta. Dao teurel evez deuz an dregantajou a-hend-all. Ar re a-uz, c'hoaz eur wech, a zo bet kontet diwar ar 80% deuz an dud hag a zo a-du gand kelennadurez ar brezoneg. PED A VREZONEGERIEN A ZO DA VAD ? Meur a dra a zo bet lakeet war-wel da geńver an enklask a zo bet renet gand "TMO-Régions" e miz ebrel 97. Mad eo deom lakaad bremań kichenn-ha-kichenn an dregantanjou-diazez on-eus kavet evid pez a zell implij ar yez : Enklask F. Broudic / TMO-Régions, 1997. Ha sed amań petra 'dalv an dregantajou-ze evid pez a zell an niver a dud : kat da gompren 370 000 a dud kat da gaozeal 240 000 a dud a oar lenn 180 000 a dud a oar skriva 100 000 a dud An dregantajou hag ar sifrou-mań eo red - evel just - tôler evez da implijoud anezo n'eus forz penaoz. Gwelet on-eus uhelloh penaoz • eun hanter deuz ar re a zo gouest da gaozeal ne reont ket nemeur • al lodenn vrasa deuz ar re a zo kat da lenn ha da skriva, sańset, o-deus eun tamm mad a boan oh ober, hag e gwirionez ne reont ket. Red eo derhel kont deuz eun dra bennag all hag a zo a-bouez : eo ne dalvez an dregantajou hag ar sifrou a-uz nemed evid an dud hag a zo oajet a 15 vloaz da nebeuta. A-dra-zur, n'eus ket kalz a re yaouank dindan 15 vloaz o houzoud brezoneg ive. Ma vez dalhet kont ive deuz ar re yaouank, e teu an dregantajou brezonegerien da veza eun tamm mad izelloh : kat da gompren 25% kat da gaozeal 16% a oar lenn 12% a oar skriva 7% Addigas a ran ive da zońj n'eo bet greet an enklask-mań, evid meur a ręzon, nemed en Breiz-Izel : dibosubl eh eo, 'barz ar gont-se, disklęria pegement a dud a zo en Breiz-Uhel o houzoud brezoneg ive. Bez' e hellom da nebeuta jedi pesort pouez o-deus brezonegerien Breiz-Izel en Breiz a-bez. Ma zo 240 000 a dud oh anavezoud ar yez en Breiz-Izel, emaint dindan an 10% deuz an dud e Breiz ar pevar departamant, ha ne rafent ket muioh evid 6% e Breiz ar pemp departamant, evel a vo gwelet war an daolenn war-lerh. 240 000 a dud o veza kat da gaozeal brezoneg en Breiz-Izel a ra... en Breiz-Izel 20,0% euz an dud oajet a 15 vloaz hag ouspenn en Breiz-Izel 16,0% euz ar boblańs a-bez e Breiz ar 4 depart. 8,5% id e Breiz ar 5 depart. 6,0% id