Bale Arzhur (La marche d'Arthur) Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d'ar gad ! Deomp, kar, deomp, breur, deomp, mab Deomp! Deomp! deomp holl! deomp 'ta, tud vat! Mab ar c'hadour a lavare, 'Lavare d'e dad, ur beure : _ Marc'hegerien war lein ar bre Marc'hegerien o vont e-biou, Mirc'ed adane, glas o liou Oc'h hinteal gant ar rļou Stank-ha-stank, c'hwec'h-ha-c'hwec'h e ri Stank-ha-stank, e ri tri-ha-tri; Mil goaf oc'h an heol o lintriń Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou, O vont da heul ar bannielaou Hag a vrańsell glan ar Ankaou. Nav bann rong an daou benn ane; Bagad Arzhur, a goaran, eo; Arzhur a-raok, lein ar mene. _ Mar'mań Azhur an hini eo. Prim d'hor gwal beo! Ha 'raok d'e heul, ha flimm ra freo 'Oa ket e c'her laosket a-grenn, Pa drouzkroas ar youc'hadenn 'Hed ar menezioł penn-da-benn - Kalon am lagad! Penn am brec'h! Ha lazh am blońs, ha traoń ha krec'h! ha tad am mab, ha mamm am merc'h! Marc'h am kazeg, ha mul am az! Penn-lu am mael, ha den am gwaz! Gwad am daeroł, ha tan am c'hwaz! Ha tri am unan, evit mat! Traoń ha krec'h, noz-ne, mar gell pad. Ken e redo en traońiou gwad! Er stourmad, treuzet mar kouezhomp, Gant hor gwad en em vadezfomp, Ha laouengalon e varfomp. Mar marvomp evel 'mań dleet D'ar gristenien, d'ar Vretoned, Morse ne varvimp re abred! "adane": dindano "e ri": en ur renk "ar bannielaoui, hag a vrańsell galn an Ankaou": ar bannieloł hag a zo lakaet da vrańsellat taer, rust gant an Ankou. "nav bann rong an daou benn ane": bann, bannadenn, ar c'heit ma c'heller teurel ur maen, pe ur speg;rong, rhwng etre; etre an daou benn eus an arme ez eus keit hag hirder nav bannadenn. Bez' e c'heller kanań: nav bann 'tre an daou benn ane. "a goaran": a ouzon (en implij e kornioł 'zo eus Treger).