Kanaouenn an Anaon 'N an' Tad, ar Mab, ar Spered Glan, Yec'hed mat deoc'h, tud an ti-mañ, Yec'hed mat deoc'h war-bouez hor penn: Deut omp d'ho lakat er bedenn. Pa sko ar Maro war an nor, 'Stok er c'halanoù ar c'hren-mor; Da doull an nor pa zeu 'r maro, Piv gant ar maro a yelo? Hogen, na vec'h ket souezhet Da doull ho tor ma dom degoue'et; Jezuz en deus hon degaset, D'ho tihinañ mar doc'h kousket; D'ho tihinañ mar, tud an ti-mañ, D'ho tihinañ mar, bras ha bihan; Ma'z eus, siwazh! truez er bed, En an' Doue, hor sikouret! Breudeur, kerent ha mignoned, En an' Doue! hor selaouet! En an' Doue pedet! pedet! Rak an vugale ne reont ket. Gant ar re hon eus-ni maget, E domp pell 'zo ankounac'het, Gant ar re hon eus-ni karet, Hep truez ez omp dilezet. Ma mab, ma merc'h, c'hwi 'zo kousket War ar pluñv dous ha blot-meurbet, Ha me ho tad, ha me ho mamm, Er Purkator e-kreiz ar flamm. C'Hwi 'zo er gwele kousket aes, An anaon paour 'zo dïaes, C'Hwi 'zo er gwele kousket mat, An anaon paour 'zo divad. Ul liñser wenn ha pemp plankenn, Un dorchenn blouz dindan ho penn, Pemp troatad douar war c'horre, Setu madoù ar bed er be. Ni 'zo en tan hag en anken; Tan dindanomp, tan war hor penn, Ha tan war-laez, ha tan d'an traoñ Pedet evit an anaon! Gwechall pa oamp e-barzh ar bed, Ni 'boa kerent ha migoned; Hogen bremañ, pa domp marvet, Kerent, mignoned, n'hon eus ket. En an' Doue, hor sikouret! Pedet ar Werc'hez benniget Da skuilhañ ul lomm eus he laezh, Ul lomm war an anaon gaezh. Eus ho kwele prim dilammet, War ho taoulin en em strinket, Nemet koue'et e vec'h er c'hleñved, Pe gant ar maro kent galvet.