Unvanelezh Breizh Digoradur "Petra eo unvanelezh (pe "identelezh") ar Vretoned ?" Sede ar goulenn eeunik a oa deuet din un nebeud bloavezhioù zo. Buan-buan e oa deuet anat din e oa ret en em soñjal war meizad an unvanelezh end-eeun. Hervez frazenn Erik Erikson - gantañ eo bet degaset naoudur an unvanelezh e skiantoù an den -, "seul vuioc'h a se e vez skrivet war an dodenn-se ha seul vuioc'h a se e sav ar gerioù evel harzoù en-dro d'ur beziad ken distrad ha ma'z eo aloubus...". Ret mat eo fetisaat tamm-pe-damm ar "beziad distrad"-se, avat. Kinnig a ran bevennañ an dachenn o lakaat en a-raok unvaniezh tri ferzh : unanded, padelezh hag unseurtiezh. Peogwir, unvanelezh ur bodad tud zo anezhi hollad perzhioù boutin ar bodad-se (unanded) a zo stabil (padelezh), hag a zo dezhañ e-unan (unseurt). Hogen, lakaet a-gostez ar Republik c'hall a zo, evel ma oar an holl, "unan ha dizisrannus" !, ne gaver ket er bed nemeur a skouer eus strollelezhioù a vefe unan, padel hag unseurt. Ret eo degemer eta ne vefe ket an unvanelezh ur gwirvoud fetis hogen un derc'hadur kevredigezhel. Loc'het on diwar ar stadañ-se evit sevel ma levr ; kement-se en deus lakaet ac'hanon da zibab hentenn ma fennad-kaoz. Ha dreist-holl ar pennadoù-kaoz damrenet, a lez gant an dud a vez goulennataet ar frankiz da lavarout o soñj. Ouzhpenn ur pemzek bennak a arbennigourien ez on aet da c'houlennata ur standilhon a c'hwec'h den ha daou-ugent, anezhe Bretoned un daou-ugent vloaz bennak dezhe evit ar pep brasañ : renerien embregerezhioù ma'z eus enno muioc'h eget dek implijad, pesketaerien ha labourerien-douar. Dastumet eo bet ar pennadoù-kaoz e lodenn vrezhonek Bro-Oueloù hag e kanton Staol a zo e Breizh-Uhel. Er standilhon ez eus kement ha kement, war-bouez nebeut, a Vreizhizeliz hag a Vreizhuheliz. Daoust ma vez embannet bep bloaz ur berniad brav a levrioù diwar-benn Breizh - darn anezhe zo eus ar c'hentañ ha plijus ha talvoudus dreist - eo ret lavaret e vank dimp gouzout petra a soñj ar Vretoned, int o-unan, diwar-benn o unvanelezh, hiziv an deiz. Evit leuniañ an toull eo em eus klasket respont dre sevel ma levr. Kement-se, hervez tri zu da welet an traoù : ma hini, eus un tu ; hini ar Vretoned on en em gavet gante, eus an tu all ; hag ivez tu gwelet an dud a zo diavaez da Vreizh hag ar goulennoù a c'hallje-int sevel. Rannet eo al levr etre teir lodenn a adkemer an tri zu-se da welet : I. Ur gwengel bev II. Eus ar sujañ d'an diforc'hiñ III. Emserr meuriadel pe liamm kevredigezhel ? Adkavout a reer koulskoude, an tri zu disheñvel da welet an traoù e-barzh pep hini eus ar pennadoù ha pep hini eus ar rannbennadoù. Ur savadur eus ar spered eo an unvanelezh Dre vras eo an unvanelezh un derc'henn (ur skeudennadur eus ar meiz). Ha pa vez selaouet ar Vretoned o komz diwar-benn o unvanelezh e kreder klevet un danevell wengelek (mitologek). Dre an doare da dreiñ ar gaoz da gentañ penn : laouen ez a an dud goulennataet d'ober gant amzer-vremañ an doare-disklêriañ hag an trede gour unan. Bez' hon devo evel-se : "evel-henn eo ar Breton", "evel-hont eo ar Breton". Gwall asur eo seurt kaozioù, kement hag ar gwengelioù. Ouzhpenn-se, danvezioù zo hag a adkaver gant ar braz eus an dud zo stag ivez ouzh ar gwengelioù. Evel da skouer "ene Breizh", "spered Breizh", "unvanelezh abaoe ur viskoazh ha da virviken ar Vretoned", ar "galon", hag all. Hag adkavout a reer ivez an doareoù gwengelek a zo, hervez an dud on en em gavet gante, a vije dibar da "demz-spered ar Vretoned", da lavaret eo, ar geltelezh - ha neuze 'ta ar "ouenn" -, an douar hag an hin. An tu gwengelek-se eus ar c'haozioù en-dro da unvanelezh ar Vretoned ne vez ket difrom. Ar c'hontrol-bev, from a-leizh a gaver hag a santer en holl bennadoù-kaoz. Derc'hennadurioù ar vrezhonelezh Dezverkoù ar vrezhonelezh a weler o tont war-c'horre pa selaouer ar pennadoù-kaoz zo anezhe : *bezañ tost d'an natur ; *perzhioù ar bersonelezh : lakaet e vez ar Breton da vezañ gouez, disuj, sirius, labourer, fromidik, santidik, h.a. ; *doareoù-ober : reiñ a reer aes a-walc'h "emzalc'hioù a c'hiz kozh" d'ar Vretoned, hag ivez kaout ar spered a familh, h.a. Studiet em eus un toullad oberennoù eus lennegezh c'hallek an XIXvet kantved : Flaubert, Balzac hag Hugo hag o lakaet am eus keñver-ouzh-keñver gant oberennoù skrivagnerien eus Breizh eus an XIXvet hag an XXvet kantved. Koulz gant an eil re ha gant ar re all e vez kavet ar memes dodennoù hag e-barzh ma fennadoù-kaoz. Ar pezh zo, skrivagnerien Breizh a laka perzhioù da Vretoned da vezañ perzhioù mat pa ra fae ha goap skrivagnerien Bro-C'hall warne. Da skouer, bezañ "gouez" zo un doare da vezañ glan evit skrivagnerien Breizh p'eo evit ar C'hallaoued ur merk a sotoni. War ar marc'had, seul vui ez adsaver en amzer, seul vui eo splann an enebiezh : dreist-holl er grennamzer pa veze bec'h ha brezel etre Breizh ha Bro-C'hall. O klask displegañ Penaos displegañ an derc'hennadurioù-se ? Gwelomp da gentañ penn e skeudenner heñvel ar Vretoned, ar merc'hed, ar vorianed. Kemeromp skouer ar vorianelezh : pa lenner oberennoù Léopold Sedar Senghor ha skrivagnerien all bet labouret gante war an danvez-se, eo e vefe ar re zu fromidik, santidik, disuj ha tost d'an natur. Kizidigezh wregel a vefe gant ar vrezelourien du, h.a. Adkavout a reer eta ar memes elfennoù er vorianelezh hag er vrezhonelezh. Penaos displegañ kement-se ? En tri degouezh-se hon eus d'ober gant tud sujet. Pa vez keloù eus unvanelezh-stroll ha pa glasker sevel un derc'hennadur pozitivel anezhañ e-unan, e vez talvoudus - marteze a-walc'h hollret - en em ziforc'hiñ diouzh ur strollelezh all, a vez roet dezhi un unvanelezh negativel. Al lakadenn a ran eo e vefe perzhioù ar Vretoned ar re a vefe bet legadet dezhe gant skrivagnerien Bro-C'hall, evel un doare negativ eus ar c'hallegezh. Lufr a vefe bet roet d'ar perzhioù-se, talvoudekaet e vijent bet gant skrivagnerien Breizh ; evel bloc'heiladur ar re zu, a vefe enebenn an europelezh, a zo bet talvoudekaet gant skrivagnerien ar vorianelezh. Er c'hontrol, an emsavioù a-du gant ar merc'hed a stourm a-enep ar bloc'heiladurioù a denn d'ar merc'hed. Evit distreiñ da Vreizh, penaos en em led an derc'hennadurioù hag ar bloc'heiladurioù-se ? Dre benaos ez int ken kreñv-se ha ken degemeret-all gant ar Vretoned o-unan ? Me 'gav din ez eus ur perzh dibar gant ar c'hevredikadur, ha pa vefe hini ar gêr pe hini ar skol. Studiet eo bet ganin al levrioù istor ha douaroniezh bet embannet adalek dibenn an XIXvet kantved betek ar bloavezhioù 1960, ha kavout a reer enno, ingal-ingal, ar bloc'heiladurioù-se ha talvezet o deus dre o c'hendalc'helezh da vezañ degemer. A-dal d'ar bloc'heiladur, ha d'an derc'hennadurioù - hag er pezh a c'hallont diouzh ret bezañ negativel - e c'hall ar Vretoned kaout meur a emzalc'h disheñvel. Ar sujañ Hervez ul lodenn vat eus an dud bet goulennataet "e oa gwechall un unvanelezh negativel, mezh o devoa ar Vretoned da vezañ Bretoned, met se oa gwechall, bremañ eo echu". Dre vras eo gant ar baotred e teu seurt pozioù. Meur a blac'h, en enep, pa'z eont war an dachenn-se, a glask lavaret ar memes tra, met from eo a vez dispaket gante, a-enep, dirat-kaer. Kemeromp da skouer ar plac'h am eus graet anezhi Hélène em fennadoù-kaoz. Lavaret a ra din, diwar ar penn-kentañ : "Petra eo bezañ Bretonez ? O, nebeut a dra, nemet ez eus pouez-mouezh brezhonek ganin hag e vez tamallet se din." Dizoloet e vez, a-hed ar pennad-kaoz, e vez lakaet diaes-bras gant he fouez-mouezh. Evelti, un toullad tud (un daou-ugent vloaz bennak dezhe hepken bremañ) o deus bevet ur gwir hurlink ken 'met rak e oa o yezh-vamm ar brezhoneg pe dre ma oa pouez-mouezh pounner gante. An doare arouezel-se da gaout un emzalc'h-suj a c'hall bezañ studiet ivez dre sellet ar brasskeudennoù diaes da vevañ, evel hini ar "Breton mezvier" pe hini ar "Breton penn kalet", ha kement-se hervez pe baotr pe blac'h eo, eus pelec'h e teu, ha pe vicher ez eus gantañ. Evit pezh a sell bloc'heiladur ar Vretoned vezvierien e vez dinac'het kement-se gant meur a zen goulennataet : "N'eo ket gwir, ar Vretoned n'int ket mezvierien. Tud hag a blij dezhe bevañ an hini eo, riboulerien !" emeze. Darn all, ha n'int ket ken disuj, a lavar "ar mezvierezh a oa anezhañ marteze gwechall e Breizh" pe "marteze e kornioù all eus Breizh". Hag un nebeud reoù all a anzav : "Ya, mezvierien omp". Gant piv e teu seurt komzoù tud sujet ? Merc'hed, kouerien, tud eus Breizh-Izel. Ar memes tra eo evit ar pennoù-kalet : evit darn eo "ar Vretoned tud dalc'hus, a zalc'h o c'hrog, a ya betek penn o jeu". Darn all, avat, a anzav : "ya, re wir eo, pennoù kalet zo ac'hanomp, aheurtet", hag amañ ivez eo gant merc'hed, kouerien ha Breizhizeliz e teu seurt kaozioù. An unvanelezh negativel-se zo c'hoazh evel ur oueledenn e spered an dud. Koulskoude, bremañ - hervez an darn vuiañ eus an dud goulennataet - eo kement-se kentoc'h ur merk eus an amzer dremenet. Ar pebeiladur arouezel hag e bejoù Pa oa dic'houzañvus evito o deus klasket ar Vretoned treuzfurmiñ ar skeudenn o devoa anezhe o-unan. Div skouer a gemerimp eus ar stourm-se a-enep ar skeudennadur negativel : al labour-douar hag ar brezhoneg. Daou dra disheñvel-bras, se zo sklaer, ha koulskoude war an div dachenn-se ez eus paotred ha merc'hed o stourm a-enep ar skeudennadur negativel, hag en daou stourm-se en em gavont dirak pejoù. Ul labour-douar arnevez E romantoù gallek an XIXvet e veze skeudennet kouerien Breizh en un doare negativel-kenañ o lavaret e oant a c'hiz kozh-douar. Abaoe an eil brezel-bed o deus kouerien Breizh strivet kalz evit gwellaat o c'henderc'husted hag evit ma vefe askorus o gounezerezh. Ur pezh mell pikol lamm bras war-raok zo bet graet gant douargounezerezh Breizh eus ar bloavezhioù '60 betek ar bloavezhioù '90. Daoust da se ez eus c'hoazh kalzik a dud o vevañ diwar al labour-douar hag ul liamm kevredigezhel start zo c'hoazh eno. Kement-se zo un dra gaer pa weler ar reuz a zo gant an dilabour. Daoust d'an araokaat-se, daoust m'emañ gounezerezh Breizh e penn kentañ en Europa, eo tapet kouerien Breizh e-barzh daou bej. Ret eo dezhe taliñ ouzh ar regenderc'hiñ, en Europa koulz hag er bed, ha gwanaet int abalamour da se, gounit a reont nebeutoc'h ha kement-se a laka o ziegezh en avar. War un tu all eo ret dezhe taliñ ouzh ur gudenn all, ekologel homañ, gant e-leizh a nitrat e-barzh an dour e Breizh. Dre m'o deus stourmet evit o lorc'h hag evit arnevesaat o binvioù-labour ez eo tapet kouerien Breizh en ur pleg berr. Ha seul vuioc'h a se ma oa o ren stultenn "ar poell hag ar skiant" d'an ampoent ma veze lavaret e "oant a c'hiz kozh-kozh". Ha bremañ pa vez graet anezhe kenderc'hourien touet anezho, n'eus ket kaoz nemet eus an natur glan ha disaotr ! Bepred war-lerc'h eus ur c'hiz e vez kouerien Breizh eta. Ur yezh arnevez Ar stourm bet kaset war-raok evit ar brezhoneg - a c'haller lakaat war ar memes live ha hini al labourerezh-douar - en deus degaset frouezh. E 1976 ne oa bugel ebet e Breizh o vezañ skoliataet e brezhoneg (pe da vihanañ o kaout un deskadurezh divyezhek) ; e 1997, avat, e oa 3.000 skoliad er c'hlasoù divyezhek, ouzh ar sifr-se e ranker ouzhpennañ 19.000 skoliad a vez kelennet brezhoneg dezhe, e-maez ar c'hlasoù divyezhek. Er vuhez foran ez eus bet gounid gant ar yezh ivez : panelloù divyezhek a groger da welet. Araokadennoù a-bouez zo bet graet eta. Buan war ziskar ez oa avat ar yezh e-touez an dud. Gwelet a reer ivez ne vez ket lakaet gant ar metoù a ra gant ar brezhoneg (labourerien-douar, pesketaerien, micherourien) o bugale er skolioù divyezhek. Enno e kaver dreist-holl bugale sterned pe renkadoù-etre, tud na reont ket gant ar yezh en un doare henvoazel met a vez desket gante - a-wechoù. Ur frailh hag un troc'h zo bet : ha kement-se a vez diskouezet gant ar pennadoù-kaoz dastumet ganin : alies-mat ne vez ket komprenet gant ar vrezhonegerien henvoazel a-vihanik perak e vez lakaet panelloù divyezhek evit ar c'hêrioù. Poan o devez ivez o kompren yezh an nevezvrezhonegerien. Aze ez eus un dalc'h nevez ! Ar re o deus stourmet evit ar brezhoneg, o klask reiñ brud ha lufr dezhañ, a c'hall kreskiñ muioc'h c'hoazh kemplezh ar vrezhonegerien henvoazel ! Ouzhpenn ur wech em eus klevet brezhonegerien vat o lavaret din : "Ni ne gomprenomp ket mat an abadennoù brezhonek en televizion, hon brezhoneg-ni a dle bezañ trefoedaj". Ar stourm evit cheñch penn d'ar vazh d'an arouezioù zo leun a doulloù-drap. Daoust da se e teu an unvanelezh da vezañ, abaoe un nebeud bloavezhioù, ur gwir danvez talvoudus. An unvanelezh, ur gwir danvez talvoudus ha bastus ? P'emañ an enkadenn armerzhel oc'h ober he reuz, an dilabour hag an anken o ren, e sant an dud goulennataet ganin e c'hall ar fed bezañ Breizhad degas un dra bennak a vat ouzhpenn. Bezañ Breton zo bezañ anavezet. Anavezet eo Breizh hag ar Vretoned dre ar bed-holl, gwelet int kentoc'h mat (evel ma tiskouez ar sontadegoù) hag ez eus brud vat gant o froduioù. War an dachenn armerzhel eta eo talvoudus ar vreizhadelezh : un doare da lakaat o zraoù da blijout eo evit ar renerien embregerezhioù, ar gouerien hag ar besketaerien am eus gwelet. Klask a reer plijout ha chalmiñ an dud. Displeget eo bet din gant un den-e-karg eus un unvaniezh-kevelourioù e vez "paeet beajoù da Vreizh ganimp d'hor c'hlianted vras evit ma welint pegen kaer eo hor bro, evit ma vo prenet war-lerc'h hon traoù gante ; peogwir e reont ul liamm etre hon traoù hag ar vro bet gwelet gante". Kement-se a c'hall degas emglevioù nevez. Emañ patroned Breizh o'n em soñjal da vat war sevenadur Breizh hag ar vreizhadelezh. Koulz kevredad ar pennoù embregerezhioù "Produit en Bretagne" (Graet e Breizh), Ensavadur Prederiañ war ar C'heostrategiezh staliet en ur vourc'hadenn eus Kreiz-Breizh pe c'hoazh "Club des Trente" (Kelc'hiad an Tregont), ennañ brasañ pennoù-embregerezh Breizh en ur c'hevredad a ra dave da vare Breizh dieub. Gwelet a reer dre se ez eo gwall dedennet patroned Breizh gant unvanelezh Breizh. Ha gallout a ra kement-se mont pelloc'h ? Pe respont a c'hall kaout ar batroned diouzh tu an emsav sevenadurel, ennañ kentoc'h tud eus gwiskadoù-etre ar gevredigezh, skolaerien ha kelennerien, kentoc'h a-gleiz ? Daoust hag eus ur strategiezh mod Katalonia a c'hall bezañ ? Gallout a reer soñjal e se, paneveken. Dedennet-bras eo an holl gant ar vreizhadelezh. Ne vefe ket, avat, sin un emserr warnañ e-unan, un emserr meuriadel ? Unvanelezh hag emserr warnañ e-unan En ul lodenn eus prezeg an tu dehoù pellañ hiziv an deiz e vez graet gant ar ger "unvanelezh" e-lec'h ar ger "gouenn". Gwelet e vez o tiwan ur prezeg gouennelour soft. A-benn gwelet ma oa dedennet ar Vretoned gant o breizhadelezh evit un darn abalamour da soñjoù gouennelour em eus adselaouet an holl bennadoù-kaoz o kemer an arroudoù ma oa enno ar gerioù "gouenn", "gouennelouriezh" pe "gwrizioù" (pa c'haller kavout a-wechoù dindan ar ger "gwrizioù" ur ouennelouriezh : enebet e vez an den "gwriziennet" ouzh an den diwrizioù, an den divro...). Ha, siwazh, kavet em eus roudoù gouennelouriezh er pennadoù-kaoz : 72 % eus an dud goulennataet ne reont gwech ebet gant ar gerioù "gouenn", "gouennelouriezh" na "gwrizioù" ; 6,5 % eus ar pennadoù-kaoz e vez graet gant ar ger "gouenn" en un doare dinoaz, da lavaret eo e-lec'h "orin" ; gallout a reer soñjal ez eus aze un dro diampart da lavaret an traoù ; 8,7 % eus ar pennadoù e kaver kaoz eus "gwrizioù" ; graet e vez gant ar ger "divro" evit enebiñ ouzh ar ger "gwrizioù" ; Gant 17,4 % eus an dud goulennataet ez eus gwir ouennelouriezh a-enep an estrañjourien, an divroidi, etc. Uhelik a vo kavet marteze ar sifroù-se (ha n'eus tamm talvoudegezh stadegel gante p'emaint diazezet war un standilhon bihan-bihan). Koulskoude ez int izeloc'h a-galz eget keidenn Bro-C'hall. N'eo ket ar sifroù-se koulskoude a gement a zo dedennus. Ar pezh a gont eo gouzout piv a ra gant al lavarennoù estrengas-se. Hag ul liamm a vije etre dedenn ar vreizhadelezh hag ar ouennelouriezh ? Savet em eus ur "feuriader brezhonelezh", diazezet war menegerioù emzalc'h (lorc'h bezañ breton, h.a.) hag ersavioù (pleustrerezh sevenadurel, h.a.). Goude-se em eus klasket gouzout hag ul liamm stadegel a oa etre ar feuriadur-se hag an doug da lavaret kaozioù gouennelour. N'eus ket eus al liamm-se er pennadoù-kaoz am eus kaset da benn. N'eus liamm stadegel ebet, gwelet a reer avat un elfennig bennak gant an dud a vez gante soñjoù broadelour taer. Koulskoude, ar pezh a zo liammet gant ar ouennelouriezh, n'eo ket alead ar vrezhonelezh, hogen un alead kevredigezhel : seul goshoc'h an den, seul dechetoc'h eo an den da vezañ gouennelour ; seul vui e voter a-zehoù, seul vui e vezer techet da vezañ gouennelour, h.a. Eno ez eus ur c'hendave stadegel, bet anataet e lec'h all gant ar sontadegoù diwar-benn ar ouennelouriezh. Ar vreizhadelezh hag ar Stad c'hall Peseurt liamm etre ar Vretoned hag ar Stad ? Klasket em eus gouzout an dra-se dre zaou hent. Dre studiañ ar pezh a gont an dud diwar-benn an emrenelourien dre m'emañ ar re ziwezhañ-mañ a-enep ar Stad c'hall. War an dachenn-mañ e c'haller lavaret eo kentoc'h gwelet fall ar ger "emrenerezh" gant ar Vretoned : 8,7 % eus an dud on en em gavet gante ne gomprenont ket ar ger "emrenelour", pe e skoont a-gostez, pe en em zigarezont o lavaret n'ouzont ket pe dalvoudegezh zo gant ar ger ; Gant 10,9 % eus an dud eo gwelet mat an emrenelourien ; 28,3 % o devez aon e vefe paotred tu ar penn pellañ eus an emrenelourien ; Evit 39,1 % ez eus tud feuls anezho, hag a-enep ar feulster emaint ; 58,7 % o devez aon e kasfe an emrenerezh d'an emvasterezh. Kement-se a ziskouez mat ne vez ket komprenet savboentoù an emrenelourien gant an dud. Ar pezh a oa bet lavaret end-eeun gant Glenmor pa oan aet d'e welet evit ober ur pennad-kaoz evit ma zezenn. "An emsaverien, e-lec'h bezañ ugent, tregont en o chapelig, a rafe gwell mont da welet an dud", emezañ. N'ouzont ket lakaat o soñjoù da vezañ anavezet eta. Ma ne vez ket degemeret mat soñjoù an emrenelourien e-touez an dud, petra 'soñj ar re ziwezhañ-mañ eus Bro-C'hall ? Dre an eil hent-mañ em eus klasket muzuliañ ar c'heñver etre ar Vretoned hag ar Stad c'hall. Klasket em eus pep meneg eus ar gerioù "Gall" ha "Bro-C'hall" er pennadoù-kaoz. Dishañval-bras eo an disorc'h p'en keñverier gant an hini kentañ. Mar lakaer a-gostez ar menegoù eus Bro-C'hall na dennont na d'an den goulennataet na da Vreizh (21,2 %), e teu war-wel pemp seurt kaozioù : Ar pezh a gaver an aliesañ (38 % eus al lavarennoù) eo al lavarennoù goubarzhelour. Lavaret a reont eo "Breizh zo ur rann-vro espar e Bro-C'hall". Emañ e Bro-C'hall ha koulskoude eo disheñvel diouzh ar rannvroioù all. An eil aliesañ (31,4 % eus al lavarennoù) eo ar gaoz gall. Evit an den goulennataet emañ Breizh e Bro-C'hall ha gwelet a ra an traoù evel ur Gall. Goude e kaver kaozioù a ran-me anezhe disrannour (26 %). Un darn vihan eus an dud a lavar : "ur paseporzh breton am eus", pe "muioc'h breton evit gall on-me", pe c'hoazh "evidon-me n'on ket gall". Ha dreist-holl, 36 % eus an dud goulennataet a c'hwit war o zeod hag a laka (hep gouzout dezhe) Breizh e-maez Bro-C'hall. Mar ne c'hoarvezje kement-se nemet ur wech pe ziv ne vije ket kalz a ster gant an dra-se, met pa c'hoarvez kement-se gant ouzhpenn un drederenn eus ar standilhon ez eus un dalvoudegezh bennak gant an dra-se, war a seblant. Dreist-holl p'hor bez asc'hwitadennoù a-seurt gant : "Nous, dans le pays gallo, on est déjà un petit peu plus près de la France... euh, excusez-moi, je vous fais souffrir... euh, je vous fais sourire" ("Ni amañ, er vro c'halloù, omp un tamm bihan tostoc'h eus ar Frañs dija... eee... ho tigarez, poan a ran deoc'h... ee... ho lakaat a ran da c'hoarzhin..." - da lavaret eo kemmesk etre souffrir ha sourire). Santout a reer ez eus un dra bennak o klask dont er-maez hag a vez moustret gant an den. Da ziwezhañ emañ rummad ar re a zo aet en tu-hont. 4,6 % eus al lavarennoù ; a-seurt gant : "Echu eo gant Breizh, echu eo gant Bro-C'hall, ar pezh a gont bremañ eo Europa", pe, a-wechoù c'hoazh : "Echu eo gant Europa, ar pezh a gont bremañ eo ar bed a-bezh." Breizhadelezh ha liamm kevredigezh Klasket em eus gwelet hag-eñ e vez degemeret gant ar Vretoned e vefe tud o tont eus an diavaez o kemer perzh er vreizhadelezh. Ha roet em eus fed e oa tomm an dud ouzh ar pezh a vez graet "gwir ar galon" gant unan eus ar re c'houlennataet. Da lavaret eo, nep piv bennak a gar Breizh, ar vro, an dud, ar sevenadur a c'hall dont da vezañ Breton. Dre garout e c'haller dont da vezañ Breton, ar pezh a c'houlenn reiñ un tamm bec'h evit bezañ hañval diouzh ar Vretoned all. A-hend-all, hed-ha-hed ar pennadoù-kaoz, en deus seblantet dit e oa start al liamm kevredigezhel e Breizh. Kement-se a c'haller merzout ivez, en un doare enep, pa studier ar vot evit ar Front National p'eo degemeret gant ar braz eus ar studiourien e klot ar vot-se gant an dispi kevredigezhel. Kalz nebeutoc'h a dud a vez kavet o votiñ Front National e Breizh eget e Bro-C'hall. Gallout a reer soñjal eta n'eo ket ken gwazh an diaez kevredigezhel e Breizh eget e Bro-C'hall dre vras. Er pennadoù-kaoz ec'h embann ivez alies an dud goulennataet pegen eürus int. Anat eo e santer ivez ez int nec'het, ez int lakaet diaes gant an dilabour, h.a. Met pa gomzont diwar-benn bevañ e Breizh e lavaront : "A ! Pegen brav eo bevañ e Breizh. N'houllfen ket mont da lec'h all da chom". Klasket em eus gwelet eta perak e oa ken start al liamm kevredigezhel-se. Ha kavout a ra din - daoust pegen souezhus e ve - emañ dreist-holl ar bevañ war ar maez hag al lec'hioù-annez strewet e-mesk ar c'harzhaoueg. Gwelet eo bet alies-alies ar c'harzhaoueg evel un dra o tizaremprediñ an dud. Mard eo gwir e vez troc'het gant ar c'harzhaoueg an dud an eil re diouzh ar re all evit pezh a sell an nested hag an traoù danvezel, eo ret lavaret ivez e vezont rediet ivez, dre-se, da gaout ur vuhez kevredigezhel greñv ha da gaout liammoù start kenetrezo. Neuze 'ta, eo bet kreñvaet ar boazioù en em vodañ ha kehentiñ e-kerzh ar bloavezhioù diwezhañ-mañ ma weler an dud o tiblasañ aes. E-pad an amzer-se, er broioù ma vez an dud o vevañ kichen-ha-kichen ha bern-war-vern e oa ar boazioù kevredigezhel graet kentoc'h evit dispartiañ an dud mar galljent kaout ur vuhez prevez ha dispartiet eo bet muioc'h an dud gant boaz an diblasañ. An dezenn-se a gemeran war-lerc'h Hervé Le Bras. Talvoudegezhioù zo o treistpadout a sav a-du gant al liamm kevredigezhel ivez. An talvoudegezhioù henvoazel, evel al labour, ar youl, ar familh, ar c'hoant uhelaat, ar fealded, ar justis hag an onestiz. Kement-se a sav a-du evit startaat al liammoù etre an dud, hag an talvoudegezhioù-se zo stag ouzh ar gristeniezh. Neuze e kav din eo aspadennoù ar gristeniezh e Breizh un dra a-bouez evit al liammañ kevredigezhel. Un tamm dale e vefe gant Breizh war peurrest Europa evit tremen eus ar "patrom katolik kredus" d'ar "patrom denelour lik". Petra a c'hoarvezo avat pa vo adtapet ganti an dale-se war ar rannvroioù all digristenekaetañ ? Ha stag e vo ar vreizhadelezh ha sevenadur Breizh ouzh aspadennoù ar relijion gatolik ? Pep tra o kouezhañ en o foull, o vont da get eta ? Pe neuze ha dont a ray un ideologiezh da gemer plas ar gristeniezh ? Hag-eñ e c'hallje, diouzh ret, ur rannvroelouriezh, un emrenelouriezh pe ur vroadelouriezh brogar dont da vezañ benveg al liamm kevredigezhel, perzh a oa bet dalc'het betek-henn gant ar relijion gatolik ? N'eo ket hepken dre hec'h istor - hini an amzer-vremañ paneveken - e tenn kudenn Vreizh da hini ar bed a-bezh : lodek eo ar gudenn-se en enkadenn - a gaver er bed-holl, enkadenn ar vordenelezh diazezet war ar Poell hollvedel, hag er preder war an amzer da zont. Bro-C'hall, unan eus broioù ar broioù a zo aet ar pellañ da zinac'h an hengounioù hag ar bihanniveroù, a wel bremañ emañ he fatrom enframmañ republikan en un hent-dall : "Ar patrom republikan", eme Alain Touraine, "ne gas ket ken ar broioù war-du un amzer da zont dibabet gant an holl en anv an talvoudegezhioù a zo anezhe ar frankiz, ar barded hag ar genskoazell ; difenn a ra an interestoù akuizitet ha dreist-holl ar mell gwall c'halloud a zo gant merourien ar velestradurezh hag a-wechoù hini ar sindikadoù a vez o tifenn, en anv ar reolennoù boutin, mad un nebeud metoù..." Dedennus eo gwelet ez eus c'hoazh Breizh, daoust d'un digulturiñ dre heg bet kaset da benn gant ar patrom enframmañ-se, eus un dibarelezh. Eus un tu ez eus c'hoazh kantmiliadoù a dud oc'h ober gant ar brezhoneg - daoust m'emañ o kilañ da vat -, hag eus un tu all ez eus ur bihanniver a-bouez hag oberiant o krouiñ traoù nevez (sonerezh, skridoù, dañs, h.a.) hag o vont gant ar vuhez a-vremañ. Ha dreist-holl ez eus bremañ gant an darn vrasañ eus ar Vretoned lorc'h gant o dibarelezh, ha pa'z eus eus an dibarelezh-se muioc'h ur skeudenn er spered pe ur grouidigezh bepred war ober eget un hengoun o sevel da gozh-kozh. Ha war ar marc'had eo difeuls an dibarelezh-se hag ar skeudenn anezhi, digasoni na c'hoant terriñ ha freuziñ al liammoù : ar Vretoned n'int ket serret war o unvanelezh. N'eo ket evel-se emañ kont tamm ebet gant ul lodenn eus intelligentsia ar C'hallaoued aet trenk o welet n'eo ket ken o sevenadur ar patrom hollvedel. A-dal d'ar bed angl-ha-saoz en em serr warnañ e-unan evit difenn hec'h "unvanelezh" sevenadurel, a lavar eo unan espar ha dibar. Hag a-dal d'ar sevenadurioù all o vevañ war he douar e tifret, e lamm hag e kridienn : " an trefu, " eme Michel Wieviorka, " a zedarzh e-touez an intellektualed pa vez lavaret dirazo gerioù a-seurt gant "diforc'hioù sevenadur", "liessevenadurezh", "bihanniveroù"... Bro-C'hall, " emezañ c'hoazh, " zo anezhi ur vro spontet gant ar soñj [e tiwanje unvanelezhioù dibar], hag a gav dezhi emañ en arvar he flas sevenadurel er bed... " Evit herzel ouzh an arvarioù o tiflukañ - ha pa vefe ar boblachouriezh, emserr ar c'humuniezhioù warne o-unan, pe un nevezfrankizouriezh diharz -, e vije mat koulskoude bezañ leizh a feiz vat : n'eo ket gwir he defe Europa da zibab hepken etre an hollvedelouriezh hag an distro d'ar meuriadoù. Evel ma lavar Alain Touraine : "N'eo ket al liessevenadurezh enebourez an hollvedelouriezh european ; un dremm all anezhi eo." Kentoc'h eget difenn mort e "unvanelezh", ha ne vije ket gwelloc'h prezeg doujañs an "arallelezh" ? N'eo ket cheñch ar gerioù hepken : gwelet hon eus mat n'eo an unvanelezh nemet ur vojenn ; ha kement kevredigezh diazezet war ur vojenn n'hall ober nemet gant gevier. Ar pezh a vez lavaret end-eeun gant Renan : "An ankouazh, lavaret a rafen zoken ar fazi istorel, zo elfenn diazez krouidigezh ur vroad, hag ar studioù istorel o vont war-raok zo dre-se un dañjer evit ar vroadelezh alies. Sklêrijenn a ro an enklaskoù istorel war ar feulsterioù bet graet ha c'hoarvezet e penn kentañ an holl strolladoù politikel, zoken er re o deus degaset ar muiañ a draoù mat". An arallelezh n'eus ket ur vojenn anezhi. Er c'hontrol, evel ma lavar Paul Ricoeur : "perzhek eo e keal liezelezh an dud". An arallelezh zo "ar pezh n'eo ket an unan", "er ster-se eo kentoc'h un darempred, ur c'heñver kentoc'h eget ur meizad ent strizh". Gouzout a ouezer ervat n'eo dieubus ar stourmadoù a zieubidigezh vroadel diazezet war an unvanelezh nemet betek ma teuont a-benn eus o zaol. Da c'houde, dre reol hervez ar bennaenn a zo o hini (difenn an unvanelezh eo kement ha lakaat an Heñvel a-us da bep tra), e teuont da vezañ gwaskus evit ar re Zisheñvel a zo o vevañ war o zachenn. N'eo ket lavaret, anat eo, ned aje ket ur stourmad kaset war-raok en anv an arallelezh betek seurt mac'homerezh. Koulskoude a-enep-krenn ar bennaenn a arallelezh e vije. Ober ha lakaat e boell da vont war-raok hervez pennaennoù an arallerezh a zegas avat diskoulmoù politikel ha n'int ket stadelel. Hag en hon amzer-ni end-eeun ha n'eo ket en doare-se eo ret gwelet an traoù ? E-barzh Terre-Patrie e tiskouez mat Edgar Morin ez eus e pep korn eus ar bed un gwir emskiant o tiflukañ : un emskiant hollzouarel. N'haller bezañ nemet laouen a gement-se. Mar savje a-du Bro-C'hall hag ar Stadoù all a ra anezhe o-unan "broadoù" - na pa vije nemet war verr amzer - da zireudañ un tammig hag anavezout kenwirioù d'o minorelezhioù ; gwelloc'h c'hoazh mar bije ur gwir c'halloud riegezh gant an aozadurioù dreistbroadel (Europa da skouer) hag ar re-mañ oc'h anavezout ar gwirioù-se diazezet war doujañs an arallelezh, e c'halljed gwelet minorelezhioù o tennañ splet eus kement gwir o deus tapet kaout - evel Katalonia Spagn da skouer - hep klask stourm ouzh ar Stadoù evit kelo-se, pe o klask krouiñ Stadoù nevez ? Kement-se a gasje, se zo sklaer, war-zu ur seurt kevreadelezh, gwall bell diouzh henvoazioù Bro-C'hall. Homañ, koulskoude, evel ma lavar Jean-Louis Quermonne, "n'hall ket kendelc'her d'ober skouar vouzar d'an treuzfurmadurioù o c'hoarvezout war he ziriegezh. Rak ne gavo ket ken en he sac'hig-rikoù m'eo an digreizennelañ ar remed d'ar ret". Hiziv an deiz ne seblant ket ar Vretoned, ha na reont ket emrenelourien anezhe o-unan zoken, bezañ dañjerus evit ar Stad c'hall. Hogen engortoz emaint da gaout muioc'h a zoujañs evit o dibarelezh sevenadurel ha muioc'h a c'halloud armerzhel. Hag, evel ma lavar Ismaïl Kadaré : "Gwech ebet ne vez gortozet en aner gant ar pobloù, evel ar re a chom da rambreal war dreuzoù o dor. Pa vez ur bobl o c'hortoz un dra bennak e vez o verat he dazont."