Ar Bibl Santel Here's the beginning of the HOLY BIBLE translated from the hebraic by Per ar Gall and Job Lec'hvien and published in 1980 by (c)An Tour-tan Ici commence le texte de la SAINTE BIBLE traduit de l'hébreu par Per ar Gall et Job Lec'hvien et édité en 1980 par (c)An Tour-tan Amañ e teraou testenn ar BIBL SANTEL troet diwar an hebraeg gant Per ar Gall ha Job Lec'hvien hag embannet e 1980 gant (c)An Tour-tan GENELIEZH - Genesis - Genèse 1.1 Da gentañ e krouas Doue an neñv hag an douar. 1.2 Hag an douar a oa gouez ha goullo, gant teñvalijenn war-c'horre an islonk, met Spered an Doue a blave war-c'horre an doureier. 1.3 Hag e lavaras Doue : "Ra vezo goulou !" hag e voe goulou. 1.4 Gwelet en doa Doue e oa ar goulou un dra vat. Dispartiet en doa Doue diouzh an deñvalijenn. 1.5 Hag e c'halvas Doue ar goulou : Deiz hag an deñvalijenn a c'halvas Noz. Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : un devezh. 1.6 Hag e lavaras Doue : "Ra vo un oabl e-kreiz an doureier, ma vo un disparti etre doureier ha doureier!". 1.7 Hag e reas Doue an oabl a zispartias an doureier a zo dindan an oabl diouzh an doureier a zo a-us d'an oabl : hag e voe evel-se. 1.8 Hag e c'halvas Doue an oabl : Neñvoù. Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : eil devezh. 1.9 Hag e lavaras Doue : "Ra stanko an doureier a zo dindan an neñvoù e lec'hioù dezho o-unan, ma vo gwelet ar sec'h !" hag e voe evel-se. 1.10 Hag e c'halvas Doue ar sec'h : Douar, hag ar stankoù dour : Morioù. Gwelet en doa Doue e voa un dra vat. 1.11 Hag e lavaras Doue : "Ra c'hlazo an douar gant glazur! geot oc'h ober had, ha gwez-frouezh, oc'h ober had, a bep seurt, o kaout had enno, war an douar !" hag e voe evel-se. 1.12 Hag e vountas an douar, glazur : geot a rae had a bep seurt, ha gwez a rae frouezh, gant had enno, a bep seurt. Gwelet en doa Doue e voa un dra vat. 1.13 Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : trede devezh. 1.14 Hag e lavaras Doue : "Ra vo gouleier e bolz an neñvoù, evit dispartiañ an deiz diouzh an noz, hag evit bezañ merkoù d'an amzerioù, deizioù ha bloavezioù ! 1.15 Ra vo gouleier e bolz an neñvoù da c'houlaouiñ a-us d'an douar !" hag e voe evel-se. 1.16 Hag e reas Doue an div c'houlaouenn vras : ar c'houlaouenn vrasañ evit gouarnamant an deiz hag ar c'houlaouenn vihanañ evit gouarnamant an noz, hag ar stered. 1.17 Hag e lakas anezho Doue e bolz an neñvoù, da c'houlaouiñ a-us d'an douar, 1.18 ha da c'houarniñ war an deiz ha war an noz, ha da zispartiañ ar goulou diouzh an deñvalijenn. Gwelet en-doa Doue e oa un dra vat. 1.19 Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : pevare devezh. 1.20 Hag e lavaras Doue : "Ra vervo an doureier gant ur birvilh a voudoù bev ! Hag evned da nijo a-us d'an douar war c'horre bolz an neñvoù !". 1.21 Hag e krouas Doue ar morviled bras, hag an holl voudoù bev a'n em stlej, a vev e-barzh an doureier, a bep seurt, hag an holl evned-pluñv, a bep seurt. Gwelet en doa Doue e oa un dra vat. 1.22 Hag e vennigas Doue anezho en ur lavarout : "Frouezhit ! kreskit ! leugnit an doureier er morioù ! hag an evned da gresko war an douar !". 1.23 Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : pempvet devezh. 1.24 Hag e lavaras Doue : "Ra broduo an douar boudoù bev, a bep seurt : chatal ha stlejviled ha loened gouez, a bep seurt !" hag e oe evel-se. 1.25 Graet en doa Doue loened gouez, a bep seurt, chatal, a bep seurt, hag holl stlejviled an douar, a bep seurt. Gwelet en- doa Doue e oa un dra vat. 1.26 Hag e lavaras Doue : "Greomp un den diwar hor skeudenn, hañval ouzhimp, a vo mestr war besked ar mor hag evned an neñvoù, war ar chatal, war an douar a-bezh, war gement stlejvil a ruz war an douar !". 1.27 Hag e krouas Doue an den, diwar e skeudenn : diwar skeudenn Doue e krouas anezhañ : par ha parez e krouas anezho. 1.28 Hag e vennigas anezho Doue, hag e lavaras dezho Doue : "Frouezhit ha kreskit ! ha leugnit an douar! ha sujit anezhañ ! ha bezit mistri war besked ar mor hag evned an neñvoù, ha war gement loen a'n em stlej war an douar !". 1.29 Hag e lavaras Doue : "Reiñ a ran deoc'h kement geotenn a ra had war-c'horre an douar a-bezh, ha kement gwezenn he devo enni frouezh-gwez, a ray had : deoc'h e vezint da voued. 1.30 Ha d'an holl loened gouez, ha da holl evned an neñvoù, ha d'an holl stlejviled war an douar o devo enno c'hwezh ar vuhez, holl c'hlazur ar geot evel boued". Hag e voe evel-se. 1.31 Hag e sellas Doue ouzh holl pezh en doa graet : setu ma oa mat-tre. Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : c'hwec'hvet devezh. 2.1 Hag e voe echu an neñvoù, an douar, hag holl strolladoù. 2.2 Echuet en devoa Doue , d'ar seizhvet deiz, al labour en devoa graet, hag e tiskuizhas en deiz-se, ar seizhvet, eus an holl labour en devoa graet. 2.3 Hag e vennigas Doue an deiz-se, ar seizhvet, hag e santelaas anezhañ, rak ennañ en devoa diskuizhet eus an holl oberoù en devoa krouet, en devoa bet, eñ Doue, da ober. 2.4 Setu orin an neñv hag an douar, pa voent krouet, d'ar mare ma reas an Aotroù Doue an douar hag an neñv. 2.5 Plantenn ebet er maezioù na voe war an douar, geotenn ebet war ar maezioù na vountas, ken na roas glav an aotrou Doue d'an douar. Ha den ebet evit labourat an douar. 2.6 Ur mouester a savas eus an douar hag e c'hlebias holl c'horre an douar. 2.7 Hag e stummas Doue an den, gant poultr eus an douar, hag e c'hwezhas en e fri ur c'hwezhadenn a vuhez, hag e voe an den ur boud bev. 2.8 Hag e plantas an aotrou Doue ul liorzh en Eden, er Reter, hag e lakaas enni an den en devoa stummet. 2.9 Hag e reas an Aotrou Doue bountañ eus an douar an holl wez, dudius d'ar gweled ha mat d'ar boued, hag ur wezenn a vuhez e-kreiz al liorzh, ha gwezenn skiant ar mad hag ar fall. 2.10 Hag ur stêr a zeue eus Eden, evit dourañ al liorzh, hag alese en em zispartie evit kaout pevar fenn : 2.11 anv an hini kentañ : Pishon, hag a rae tro an holl vro a Havila, a zo enni aour, 2.12 hag aour ar vro-mañ a zo mat. Eno ivez delion ha mein oniks. 2.13 Hag anv an eil stêr : Gihon; houmañ a ra tro holl vro gKoush. 2.14 Hag anv an deirvet stêr : Hidekel, a red e reter Ashour. Hag ar bedervet stêr eo : Frat. 2.15 Hag e kemeras an Aotrou Doue an den hag el lakas e liorzh an Eden d'e labourat ha d'e diwall. 2.16 Hag urzhioù a roas an Aotrou Doue d'an den, en ur lavarout : "Eus kement a wezenn el liorzh e tebri, 2.17 met eus gwezenn skiant ar mad hag ar fall, ne zebri ket diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi !" 2.18 Hag e lavaras an Aotrou Doue : "N'eo ket mat e vefe an den e-unan ; ober a rin dezhañ ur skoazell a-ratozh evitañ". 2.19 Stummet en devoa an Aotrou Doue, eus an douar, holl loened ar maezioù hag an holl loened an neñvoù, hag o c'hasas d'an den evit gwelout pe anv a roje dezho. Hag an holl anvioù a roas an den d'ar boudoù bev a voe o anvioù. 2.20 Roet en devoa an den anvioù d'an holl anevaled, da evned an neñvoù, da holl loened ar maezioù, met an den ne gave ket ur skoazell a-ratozh evitañ. 2.21 Hag e skoas an Aotrou Doue ur c'housk ponner war an den, hag e kouskas, hag e kemeras unan eus e gostennoù, hag ec'h adserras ar c'hig war he lec'h. 2.22 Hag e savas an Aotrou Doue, gant ar gostenn en devoa tapet eus an den, ur vaouez, hag e c'hasas d'an den. 2.23 Hag e lavaras an den : "Ar wech-mañ, un askorn eus ma eskern ! kig eus va c'hig ! houmañ vo galvet gwreg, rak eus gour eo bet kemeret". 2.24 Setu perak e tilez an den e dad hag e vamm, hag en em stag ouzh e wreg, hag e vezont ur c'horf nemetken. 2.25 Hag e oant o daou en noazh, an den hag e wreg, hep kaout mezh. AR SALMOÙ : Levr kentañ SALM 1 Evurus an den reizh 1 Evurus an den ha n'a ket e kuzul ar re fallakr war hent ar bec'herion n'en em zalc'h ket e chomlec'h ar c'hoaperion n'azez ket 2 met el lezenn an Aotrou en em blij en e lezenn e prederia deiz ha noz 3 Bez' e vo evel ur wezenn plantet war redennoù-dour : he frouezh a zo e koulz hag e delioù ne wenwont ket. Evel-se kement a ra a zeu a-benn. 4 N'eo ket evel-se ar re fallakr, met evel plouz a vount en avel. 5 Setu perak ne zalc'ho ket ar re fall er varn, nag ar bec'herion e kuzul an dud reizh. 6 Rak anaout a ra an Aotrou hent an dud reizh, met hent ar re fall a ya da goll SALM 2 Olevad an Aotrou 1 Perak e fourgas ar broadoù, emañ ar pobloù gant prederioù didalvez 2 En em sevel a ra rouaned an douar, hag ar briñsed a guzhuta a-gevret, enep an Aotrou hag enep e Olevad : "Drailhomp o hualoù ! taolomp diouzhimp o naskoù !" 4 an Hini azezet en neñvoù a c'hoarzh, an Aotrou a ra goap anezho. 5 A-dal ma komz outo gant konnar, gant buanegezh, e vezont spontet gantañ : 6 "Me am eus olevet va roue war Sion, ma menez santel". 7 An Aotrou en deus lavaret din : "Va mab out-te, hiziv em eus da engehentet. 8 Goulenn ouzhin, hag e roin ar pobloù en herezh dit, hag e vo ez tomani holl zibennoù an douar. 9 Paskañ ar pobloù a ri gant ur vazh houarn, evel listri ur poder o freuziñ" 10 Ha bremañ, rouaned, furait ! bezit kenteliet, barnerion an douar ! 11 Servijit an Aotrou gant spont, gant levenez, met gant doujañs ! 12 Pokit d'ar mab, gant aon na gonnarfe, ha na golfec'h hoc'h hent, ma entanfe an nebeutañ e gonnar. Evuruz ar re a fizia ennañ ! SALM 3 Pedenn an den reizh e-kreiz enebourion 1 Salm David. Pa dec'he a-zirak Avshalom, e vab 2 Aotrou, pegen niverus va gwaskerion ! niverus, ar re savet a-enep din ! 3 Niverus, ar re a lavar d'am ene : "Ne vo ket a silvidigezh evitañ gant Doue !" Ehan 4 Met c'hwi, Aotrou, a zo ur skoed warnon, va gloar, an Hini a adsav ma fenn. 5 Va mouezh etrezek an Aotrou a huch, hag e respont din eus e venez santel. Ehan 6 Pa c'hourvezan hag e kouskan, e tihunan, rak an Aotrou eo va gwarez. 7 N'am bez ket aon rak dekmiliadoù a dud, tro-war-dro lec'hiet en-dro din. 8 Savit ! Aotrou ! Roit silvidigezh di, va Doue ! skeiñ a rit va holl enebourion war o c'harvan, dent ar re fallakr a zrailhit. 9 En Aotrou Doue emañ ar silvidigezh, war ho pobl, ho pennozh ! Ehan