Kanaouenn an Anaon 'N an' Tad, ar Mab, ar Spered Glan, Yec'hed mat deoc'h, tud an ti-mañ, Yec'hed mat deoc'h war-bouez hor penn: Deut omp d'ho lakat er bedenn. Pa sko ar Maro war an nor, 'Stok er c'halanoù ar c'hren-mor; Da doull an nor pa zeu 'r maro, Piv gant ar maro a yelo? Hogen, na vec'h ket souezhet Da doull ho tor ma dom degoue'et; Jezuz en deus hon degaset, D'ho tihinañ mar doc'h kousket; D'ho tihinañ mar, tud an ti-mañ, D'ho tihinañ mar, bras ha bihan; Ma'z eus, siwazh! truez er bed, En an' Doue, hor sikouret! Breudeur, kerent ha mignoned, En an' Doue! hor selaouet! En an' Doue pedet! pedet! Rak an vugale ne reont ket. Gant ar re hon eus-ni maget, E domp pell 'zo ankounac'het, Gant ar re hon eus-ni karet, Hep truez ez omp dilezet. Ma mab, ma merc'h, c'hwi 'zo kousket War ar pluñv dous ha blot-meurbet, Ha me ho tad, ha me ho mamm, Er Purkator e-kreiz ar flamm. C'Hwi 'zo er gwele kousket aes, An anaon paour 'zo dïaes, C'Hwi 'zo er gwele kousket mat, An anaon paour 'zo divad. Ul liñser wenn ha pemp plankenn, Un dorchenn blouz dindan ho penn, Pemp troatad douar war c'horre, Setu madoù ar bed er be. Ni 'zo en tan hag en anken; Tan dindanomp, tan war hor penn, Ha tan war-laez, ha tan d'an traoñ Pedet evit an anaon! Gwechall pa oamp e-barzh ar bed, Ni 'boa kerent ha migoned; Hogen bremañ, pa domp marvet, Kerent, mignoned, n'hon eus ket. En an' Doue, hor sikouret! Pedet ar Werc'hez benniget Da skuilhañ ul lomm eus he laezh, Ul lomm war an anaon gaezh. Eus ho kwele prim dilammet, War ho taoulin en em strinket, Nemet koue'et e vec'h er c'hleñved, Pe gant ar maro kent galvet.; An Ifern Diskennomp holl, kristenien, en ifern da welet Ar gwanerezh estlammus eus an eneoù daonet Hag a zo dre wir Doue dalc'het e-barzh an tan, O vezañ graet gwallzispign eus e c'hras er bed-mañ. An Ifern 'zo un toull don leun a deñvalijenn, E-lec'h ne weler morse bihanañ skletijenn, An norioù 'zo bet sarret ha prennet gant Doue, Ha n'o digoro biken; kollet eo an alc'houe! Ur forn c'horet er bed-mañ ne deo nemet moged, E-keñver tan an ifern, tan eneoù daonet, Gwell e ve deviñ enni ac'han da fin ar bed Eget bezañ en Ifern e-pad un eur gwanet. Yudal 'reont a-bouez-penn, evel chas kounnaret; Ne ouzont pelec'h tec'het, pep lec'h ez int losket; An tan 'zo war o gorre; an tan 'zo dindano, An tan 'zo a bep kostez hag o devo ato. Ar mab a lamm gant an tad, hag ar verc'h gant he mamm, D'o stlejañ, gant mil mallozh, dre o blev, 'kreiz ar flamm. "Mallozh deoc'h, gwreg dïanket, hag hoc'h eus hon ganet: Mallozh deoc'h, tad didalvez, kiriek oc'h omp daonet!" O magadurezh a vo da viken gant Satan, Kaezour an dragoned, e-touez ar gwazhioù tan; Ha da evaj o daeloù, hag a vezo mesket Gant mil ha mil seurt viltañs ha gwad an touseged. Ha kignet 'vo o c'hroc'hen, hag o c'hig difreuzet, Gant beg an naered-gwiber, ha gant dent an diaouled, Hag en tan e vo ruilhet o c'hig hag o eskern, Evit ma tevo kreñvoc'h 'r forn vras eus an Ifern. Goude ma vezint laosket ur boutadig en tan, E vint taolet en ul lenn leun a skorn gant Satan, Hag eus al lenn adarre 'barzh an tan 'vint taolet Hag eus an tan 'barzh an dour, 'vel al loc'h-houarn go'ellet. neuze 'teuint da ouelañ, da ouelañ gant enkrez: "Ho pet ouzhomp, ma Doue, ho pet ouzhomp truez!" Hogen en aner 'ouelint: rak tra 'pado Doue E pado o ankenioù hag o enkrez ive. Ken taer e vezo an tan o lesko en Ifern, Ma teuy ar mel da virviñ, penn-da-benn d'o eskern, Seul vui 'c'houlennint truez, seul vui e vint gwanet; Kaer o devezo yudal, lesket e vint bepred. An tan-se a zo c'hwezhet dre vuanegezh Doue, Ha n'hellfe ket her lazhañ zoken pa het c'harfe; Biken ne daolo moged, ha biken ne zevo, Hep ehanañ d'o leskiñ, biken n'o distrujo.