DISKLERIADUR HOLLVEDEL GWIRIOU MAB-DEN Embannet gant ar Broadou-Unanet d'an 10 a viz Kerzu 1948 Rakger --O vezań ma'z eo war anaout an dellezegezh enstag ouzh holl izili an denelezh hag o gwirioł par ha diwerzhus eo diazezet ar frankiz, ar reizhded hag ar peoc'h, _ o vezań ma'z eo war dizanaout ha dismegańsiń gwirioł mab-den eo bet ganet an aktoł a varbariezh a sav koustiańs mab-den en o enep, ha ma'z eo bet embannet eo donedigezh ur bed a vo ennań gant an dud frankiz da gomz ha da grediń, dieubet ma vint diouzh ar spont hag an dienez, a zo mennad uhelań mab-den, --o vezań ma'z eo ret-holl diwall gwirioł mabden gant reolenn al lezenn evit na vefe ket rediet an dud d'en em sevel ouzh an tirantegezh hag ar gwaskerezh da rekour diwezhań, --o vezań ma'z eo ret-holl kas war-raok an darempredoł a vignoniezh etre ar broadoł, --o vezań ma'z eo bet embannet adarre er Garta gant pobloł ar Broadoł-Unanet o feiz e gwirioł diazez mab-den, e dellezegezh ha talvoudegezh mab-den, e parded ar baotred hag ar merc'hed en o gwirioł, ha ma'z eo bet disklźriet ganto e oant mennet da gas war-raok an diorroadur kevredigezhel ha da wellaat an aozioł-buhez en ur frankiz vrasoc'h, --o vezań ma'z eo bet gouestlet gant ar Stadoł-Ezel diogeliń, gant kenlabour Aozadur ar Broadoł-Unanet, an doujańs hollvedel ha gwirion ouzh gwirioł mab-den hag ar frankizioł pennan, --hago vezań ma'z eo a bouez bras kengompren ar gwirioł hag ar frankizioł-mań a-benn seveniń ar gouestl, EZ EMBANN AR VODADEG-VEUR DISKLERIADUR HOLLVEDEL GWIRIOŁ MABDEN evel uhelvennad boutin da vezań diraezet gant an holl bobloł hag an holl vroadoł, d'an holl dud hag ensavadurioł, gant an Disklźriadur-mań atav en o freder, da lakaat kreskiń dre ar c'helenn hag an deskadurezh, an doujans ouzh ar gwirioł ha frankizioł-mań, d'o lakaat da vezań anavezet ha sevenet tamm-ha-tamm da vat hag e pep lec'h, dre ziarbennoł broadel hag etrevroadel, koulz e-touez pobloł ar Stadoł-Ezel hag e-touez ar re zo war zouaroł dindan o lezennoł. Mellad unan (1) Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioł eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevań an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh. Mellad daou (2) Da bep hini eo an holl wirioł ha frankizioł embannet en disklźriadur-mań, hep ket a ziforc'h, a ouenn, a liv, a reizh, a yezh, a veno politikel pe a veno all, a orin broadel pe gevredigezhel, a leve, a c'hanedigezh pe a natur all. Ouzhpenn-se ne vo graet diforc'h ebet hervez statud politikel, lezennel pe etrevroadel, arvro pe an dachenn-vro emań an den dindan he lezenn, pe dizalc'h pe dindan verezeh e ve, diemren pe bevennet hec'h aotrouniezh en ur stumm bennak. Mellad tri (3) Gwir a zo gant pep hini d'ar vuhez, d'ar frankiz, ha d'an diogelroez evitań. Mellad peuar (4) Ne vo dalc'het den er sklaverezh nag er sujidigezh; berzet e vo kement stumm a sklaverezh hag a werzhań-sklaved. Mellad pemp (5) Ne vo lakaet den da c'houzańv ar jahinerezh, na doareoł pe kastizoł kriz ha didruez. Mellad c'hwec'h (6) Gwir pep hini eo e vefe anavezet e bersonelezh lezennel e pep lec'h. Mellad seizh (7) Par eo an holl dirak al lezenn ha gwir o deus da vezań diwallet ganti. Holl o deus gwir da vezań diwallet heńvel diouzh kement gwallziforc'h a dorrfe an Disklźriadur-mań ha diouzh kement tra a zegasfe seurt diforc'hioł. Mellad eizh (8) Pep hini en deus gwir da gaout digoll gwirion dirak lezioł-barn broadel kenveliek evit oberoł o dije torret ar gwirioł diazez anavezet dezhań gant ar Vonreizh pa al lezenn. Mellad nav (9) Den ebet ne vo harzet, bac'het pe harluet diouzh c'hoant. Mellad dek (10) Ur gwir par da hini ar re all a zo gant pep hini da vezań klevet dirak an holl ha gant reizhded gant ul lez-varn dizalc'h ha neptu, dezhi da dermenań e wirioł ha dleadoł hag an tamalloł graet dezhań. Mellad unnek (11) Digablus eo kement den a zo tamallet dezhań ur felladenn ken na vo prouet eo kablus hervez al lezenn en ur prosez digor d'an holl ma vo bet diogelet dezhań an holl wareziou ret d'en em zifenn. Ne vo kondaonet den ebet en abeg da oberoł pe da nannoberoł ha ne oant ket felladennoł hervez ar gwir broadel pe etrevroadel d'ar mare ma oant c'hoarvezet. Den kennebeut ne vo barnet d'ur c'hastiz kreńvoc'h eget an hini a oa hervez al lezenn d'ar mare ma oa bet graet ar felladenn. Mellad daouzek (12) Den ebet ne vo emellet diouzh c'hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladennoł ha tagadennoł a seurt-se. Mellad trizek (13) Pep den en deus gwir da vont ha dont en e frankiz ha da zibab e annez e diabarzh ur Stad. Pep den en deus gwir da guitaat ne vern pe vro, da guitaat e vro-eń zoken ha da zont en-dro dezhi. Mellad pevarzek (14) Pep den en deus gwir da glask repu ha da gavout bod e broioł all pa vez heskinerezh. Ar gwir-mań n'haller ket daveiń dezhań pa vez klask war un den gant gwir abeg evit torfedoł a genwir pe evit oberoł kontrol da balioł ha pennaennoł ar Broadoł-Unanet. Mellad pemzek (15) Pep den en deus gwir da gaout ur vroadelezh. Den ebet ne vo tennet e vroadelezh digantań nag ar gwir da gemmań e vroadelezh diouzh c'hoant. Mellad c'hwezek (16) Gwir o deus ar wazed hag ar merc'hed adalek an oad da zimeziń, ne vern o gouenn, o broadelezh, pe o relijion, da zimeziń ha da sevel tiegezh. Gwirioł par zo dezho e-keńver an dimeziń, e-pad ar briedelezh hag e-keńver an dibriediń. Ne c'hell bezań dimeziń ebet hep asant gwir ha dieub an danvez-priedoł. An tiegezh eo maen diazez naturel ar gevredigezh, ha gwir en deus da gaout gwarez ar gevredigezh hag ar Stad. Mellad seitek (17) Pep den en deus gwir da vezań perc'henn e-unan pe a-gevret gant tud all. Den ebet ne vo tennet e berc'hentiezh digantań diouzh c'hoant. Mellad triwec'h (18) Pep den en deus gwir da gaout frankiz ar sońj, ar goustiańs hag ar relijion; er gwir-mań emań ivez ar frankiz da gemmań e relijion pe e gredenn, hag ivez ar frankiz da ziskuliań e relijion pe e gredenn, eunan pe a-stroll, dirak an holl pe en-prevez, dre ar c'helenn, an oberoł, an azeulerezh pe al liderezh. Mellad naontek (19) Pep hini en deus gwir d'ar frankiz d'ober e veno ha d'en disklźriań, da lavarout eo gwir da chom hep bezań trubuilhet en abeg d'e vennozhioł, gwir da glask, da resev ha da skignań keleier ha mennozhioł, dre n'eus forzh pe zoare disklźriań, hep teurel pled ouzh an harzoł. Mellad ugent (20) Pep den en deus gwir d'ar frankiz d'en em vodań ha d'en em gevreań e peoc'h. Den ne c'hell bezań rediet da vezań ezel eus ur gevredigezh. Mellad unan warn-ugent (21) Pep hini en deus gwir da gemer perzh e gouarnerezh e vro, war-eeun pe dre hantererezh dileuridi dibabet hep gwaskerezh. Pep hini, par d'ar re al, en deus gwir da gaout kargoł publik en e vro. Youl ar bobl eo diazez aotrouniezh ar galloud publik; disklźriet e vo ar youl-se e dilennadegoł onest ha mareadek gant mouezhierezh an holl, dre baperennoł kuzh pe dre zoareoł mouezhiań kevatal o tiogeliń frankiz ar vouezhiadeg. Mellad daou warn-ugent (22) Pep den, evel ezel eus ar gevredigezh, en deus gwir d'ar c'hedskor ha da gaout e walc'h eus ar gwirioł armerzhel, kevredigezhel ha sevenadurel en deus ezhomm evit e zellezegezh ha diorroadur dinask e bersonelezh a-drugarez d'ar strivadeg vroadel ha d'ar c'henlabour etrevroadel, en ur zerc'hel kont eus aozadur ha pinvidigezh ar vro. Mellad tri warn-ugent (23) Pep den en deus gwir da labourat, da zibab al labour a gar, da gaout aozioł labour reizh ha dereat, ha da vezań gwarezet diouzh an dilabour. Pep den en deus gwir, hep gwallziforc'h ebet, da gaout an hevelep gopr evit an hevelep labour. An neb a labour en deus gwir da vezań paeet reizh ha mat evit ma c'hellfe, eń hag e diegezh, bevań en un doare a zere ouzh dellezegezh mab-den, ha mar deo ret ouzhpenn, da gaout gwarez kevredigezhel dre hentoł all. Pep den en deus gwir da sevel sindikadoł pe da emezelań enno evit difenn e lazioł. Mellad pevar warn-ugent (24) Pep hini en deus gwir da ziskuizhań ha da gaout lezir, da gaout un amzer-labour bevennet poellek ha vakańsoł mareadek paeet. Mellad pemp warn-ugent (25) Pep den en deus gwir da gaout ul live-bevań dereat evit e yec'hed, e aezamant ha hini e diegezh da lavarout eo: boued, dilhad, lojeiz, skoazell ar vezegiezh hag ar servijoł kevredigezhel zo ezhomm; gwir en deus ivez d'an diogelroez ma c'hoarvez dezhań bezań dilabour, klańv, mac'hagnet, instańvet, kozh, pe koll an tu da gaout peadra da vevań en desped dezhań. Ar mammoł hag ar vugale o deus gwir da gaout harp ha skoazell dreist an holl. An hol vugale, ganet eus tud dimezet pe dizimez, o devo ar emmes gwares kevredigezhel. Mellad c'hwec'h warn-ugent (26) Pep den en deus gwir da gaout deskadurezh. Digoust e tle bezań an deskadurezh, da vihanań an deskadurezh kentań ha diazez. Ret ha dleet eo ar gelennadurezh kentań. D'an holl e tle bezań kinniget ar gelennadurezh teknikel ha micherel, d'an holl e vo roet tu d'ober studioł uhel hervez o dellid. Pal an deskadurezh eo diorren personelezh mab-den ha lakaat doujań muioc'h gwirioł mab-den hag ar frankizioł diazez. Drezi e klaskor kreskiń ar c'hengompren, an habaskted hag ar vignoniezh etre an holl vroadoł hag an holl strolladoł a ouenn pe a relijion disheńvel, hag ivez kas war-raok obererezh ar Broadoł-Unanet evit derc'hel ar peoc'h. An tadoł ha mammoł, da gentań, o deus gwir da zibab an doare deskadurezh a vo roet d'o bugale. Mellad seizh warn-ugent (27) Pep hini en deus gwir da gemer perzh evel a gar e buhez sevenadurel ar gumuniezh, da gaout dudi gant an arzoł, da gemer perzh en araokadeg ar skiantoł ha da gaout e lod eus ar madoł degaset ganti. Pep den en deus gwir da gaout e lazioł speredel ha danvezel deuet diwar an oberennoł skiantel, lennegel pe arzel savet gantań. Mellad eizh warn-ugent (28) Pep hini en deus gwir e renfe un urzh kevredigezhel hag etrevroadel a c'hellfe bezań peursevenet enni ar gwirioł ha frankizioł embannet en Disklźriadur-mań. Mellad nav warn-ugent (29) Pep den en deus dleadoł e-keńver ar gevredigezh, al lec'h nemetań ma c'hell peurziorren e bersonelezh en he frankiz. En e wirioł hagen e frankiz ne c'hell pep hini bezań bevennet nemet gant al lezenn ha nemet evit diogeliń ma vo anavezet ha doujet gwirioł ha frankizioł ar re all hag evit klotań gant ezhommoł reizh ar vuhezegezh, an urzh publik, hag aezamant an holl en ur gevredigezh demokratel. Ar gwirioł ha frankizioł-mań ne c'hellor, war zigarez ebet, ober ganto a-enep da balioł ha pennaennoł ar Broadoł-Unanet. Mellad tregont (30) Pennad ebet eus an Disklźriadur-mań ne c'hello bezań komprenet evel pa rofe gwir d'ur Stad, d'ur strollad pe d'un den, da ober pe klask ober traoł abenn distrujań ar gwirioł hag ar frankizioł embannet amań.